Maronad an aotroù Névet (3)

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Orin
Paris, Didier et Cie Libraires, 1867
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

    III

D’ar you vintin, aotroù Karne*    [de Carné] 
’Tout deus ar fest-noz, ’c’houlenne,

O tont d’ar gêr, war e varc’h gwenn,
Bordet e chupenn penn-da-benn*,    [LV vêtu d’un habit galonné] 

E chupenn voulouz ruz glaou-tan
Bordet penn-da-benn gant arc’hant ;

D’ar you vintin, aotroù Karne
O tont en-dro a c’houlenne :

– Daoust perak, va zudjentiled,
N’eo ket deut d’ar fest re Névet ?

Daoust perak, din-me leveret*,    [lavarit] 
Pa oant bet pedet da zonet ?

– An aotroù kozh, ’vel ma glevan,
Zo en e wele chomet klañv.

– Mar ’mañ ’n aotroù, er gwele klañv,
Deomp da glask kannad ane’añ. –

Pa oant o teg’out gant ar gêr,
I a gleve son ar c’hleier.

Digoret frank ar perzhier,
Ha den ebet ’barzh ar maner.

– Mar ’maoc’h deuet d’e zarempred,
E bered ar vourc’h e gavfet.

Bet ’mañ bet dec’h tan ar marv,
Ha skarzhet mat an holl podoù ;

An aotroù person d’e sevel
Ha d’e zougen kaer d’ar chapel ;

E itron hag e vugale
D’e lienat en arc’h nevez.

Setu fresk, amañ, roudoù c’harr
A zo aet d’e gas d’an douar. –

Hag i da douch* war o roñsed,    [LV presser] 
Ha da zeg’out gant ar vered.

Pa oant degou’et gant ar vered,
’Ranne o c’halon o welet,

’Welet ar c’hleuzier e ziskenn
En toull douar kriz da viken ;

’N itron war-lerc’h, gwisket e du,
War he daoulin, oc’h ouelañ druz ;

Hag e vugale ’youal ken*,    [LV poussant des cris lamentables] 
Ha sachat blev deus o fenn.

Dek mil den ober kement all,
Hag an dud paour dreist ar re all.

Unan ane’o, anvet Malgan,
En deus graet ar maronad-mañ,

En deveus ar werz-mañ savet
En enor d’an aotroù Névet,

D’an aotroù Névet benniget,
A oa kendalc’h* ar Vretoned.    [LV soutien]