Maronad an aotroù Névet (2)

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Orin
Paris, Didier et Cie Libraires, 1867
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

    II

Sant Yann, ar mevel, a skoe
War dor ar person, en noz-se.

– Savit, savit, aotroù person !
An aotroù Névet a zo klaon* ;    [klañv] 

Kasit ganeoc’h ar groaz-nouenn,
War an aotroù kozh a zo tenn*.    [LV souffre beaucoup] 

– Setu me deut, aotroù Névet,
Tenn eo warnoc’h am eus klevet ?

Ar groaz-nouenn zo ganin-me
D’ho konfortiñ, mar gallan-me.

– N’em eus konfort ’bet da gaouet*   [gaout] 
E tu* ma c’horf e-barzh ar bed ;    [à l’égard de] 

E tu ma c’horf me n’am eus ket,
E tu ma ene, ’lâran ket. –

Goude ma oa bet kofeset,
D’ar beleg en deus lavaret :

– Digorit frank dor ar gambr-mañ,
Ma welin holl dud ma zi-mañ,

Ma fried ha ma bugale
Tro-war-dro dimeus ma gwele ;

Ma bugale, ma merourien
Kerkoulz ha ma servijourien ;

Ma c’hellin, ’n o zouez, kemeret
Hon Aotroù ’barzh* mont diouzh ar bed. –    [LV avant de]

An itron hag e vugale,
Ha kement oa eno, ’ouele ;

Hag eñ ken reizh o frealze,
Ha ken sioulik a gomze !

– Tavit, tavit, na ouelit ket,
Doue eo ar mestr, ma fried !

O ! tavit, ma bugaligoù,
Ar Werc’hez sakr ho tiwallo !

Ma merourien, na ouelit ket ;
Tud diwar maez, gouzout a ret*,    [rit] 

Pa ve a’v* an ed, ’ve medet ;    [azv] 
Pa zeu an oad, mervel zo ret !

Tavit, tud vat diwar ar maez,
Tavit, peorien kaezh ma farrez ;

’Vel em bet soñj ac’hanoc’h,
Ma faotred ’devint soñj ouzhoc’h.

Eveldon-me i ho karo,
Hag ober a rint mad hor bro.

Na ouelit ket, kristenien vat,
Ni ’n em gavo ’benn ur bountad ! –