Markiz Gwerann (1)

Genre
Poetry
Language
Breton
Source
Paris, Didier et Cie Libraires, 1867
Notice
The spelling has been modernized, but some forms (mutations, verbal particles...) has been kept.
Transcription
Sébastien Marineau
In the same work :

    I

– Demat ha joa ’barzh ar gêr-mañ ;
Pelec’h eo Annaig dre-mañ ?

– En he gwele ’mañ kousket dous ;
Eveshait ; na rit ket trouz !

En he gwele emañ kousket,
Eveshait n’he dihunit ket ! –

Kloareg Garlann ’dal’ ma glevas,
War-laez gant an diri ’bignas,

War-laez, ha ken skañv, a bignas,
War skaoñ he gwele ’n em lakaas.

– Sav alese, Naig Kalvez,
Ra’z aimp hon daou d’al leur nevez.

– D’al leur nevez me na’z in ket,
Rak eno zo un den displet ;

Gwashañ denjentil ’zo er bed,
Hag eñ atô ’kas va c’haouet*.    [c’haout] 

- Na pa vez kant aotroù eno,
N’az pezo droug ebet ganto ;

Na pa vez kant aotroù eno,
D’al leur nevez ni a yelo !

Ni a yelo d’al leur nevez,
Ha ni ’zañso kerkoulz hag e*. –    [i] 

He brozhig gloan he deus laket,
Ha da heul he mignon eo aet.