Lez-Breizh – Marc’heg ar roue (1)

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Orin
Paris, Didier et Cie Libraires, 1867
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

    I

Etre Lorgnez ha marc’heg Lez-Breizh
A zo bet tonket un emgann reizh.

Doue da ray gounid d’ar Breizhad,
Ha d’ar re ’zo er gêr keloù mat !

An aotroù Lez-Breizh a lavare
D’e floc’hig yaouank, un deiz a oe :

– Dihun, va floc’h ; ha sav alese ;
Ha kae da spurañ din va c’hleze ;

Va zog houarn, va goaf ha va skoed,
D’o ruziañ e gwad ar C’hallaoued.

Gant skoazell Doue ha ma divrec’h,
Me o save c’hoazh hiriv d’an nec’h !

– Va aotroù mat, din-me leveret* :    [lavarit] 
Me d’an emgann d’hoc’h heul na in ket ?

– Ha petra ’lavarfe da vamm ger,
Ma na zistrofez ket mui d’ar gêr ?

Pa redfe da wad war an douar,
Piv ’lakefe termen d’he glac’har ?

– ’An’ Doue ! aotroù, ma em c’haret*,    [c’harit] 
D’an emgann c’hwi va laosko monet.

N’am eus ket aon rak ar C’hallaoued ;
Kriz eo va c’halon, va dir lemmet.

Bezañ drouk gant an neb a garo*,    [LV qu’on y trouve à redire ou non]
E-lec’h ma eot me a yelo ;

E-lec’h ma eot me a yelo ;
’Lec’h ma vrezelot, me ’vrezelo. –