Lez-Breizh – an Distro

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Orin
Paris, Didier et Cie Libraires, 1867
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

    II

Marc’heg Lez-Breizh oe souezhet-bras
Da vaner e vamm pa zistroas ;

Pa zistroas a-benn dek vloaz krenn,
Ken vrudet e-touez ar varc’heien.

Marc’heg Lez-Breizh a oe souezhet,
E porzh ar maner pa oe degou’et ;

O welout eno drein o kreskiñ,
Hag al linad e toull dor an ti,

Hag ar mogerioù hanter gouezhet,
Hag a iliav hanter c’holoet.

An aotroù Lez-Breizh, o klask mont tre,
Ur c’hwragezig dall a zigore.

– Livirit-hu din-me, va mamm-gozh,
Ha degemer a gavfen henozh ?

– Degemer a-walc’h c’hwi a gavo,
Narenn, aotroù, dimeus ar re vrav.

Aet eo an tiegezh-mañ da goll
Ab’oe ’mañ aet ar mab en e roll*. –    [LV pour faire à sa tête] 

Ne oa ket he c’homz peurachuet
Ur plac’h yaouank a zo diskennet.

Ha damsellet outañ a reas,
Ha da ouelañ druz en em lakaas.

– Plac’hig yaouank, din-me leveret*,    [lavarit] 
Petra c’hoarvez ganoc’h pa ouelet* ?    [ouelit] 

– Aotroù marc’heg, deoc’h a lêrin-me
Petra ’c’hoarv ganin pa ouelan-me :

Ur breur en oad ganeoc’h am eus bet ;
Dek vloaz zo da varc’heg emañ aet ;

Ha kellies gwech marc’heg ’welan ;
Kellies gwech, va aotroù, ’ouelan ;

Kellies gwech, siwazh din, ’ouelan ;
Gant koun ouzh ma breurig paour her gran !

– Va merc’hig koant din-me leveret*,    [lavarit] 
Na breur all, na mamm n’hoc’h eus-hu ket ?

– Breur all war an douar n’am eus ket ;
Er baradoz, na lavaran ket ;

Ha ma mamm baour ivez zo aet di ;
Nemedon gant magerez en ti ;

Mont a reas kuit gant ar c’hlac’har,
Pa eas va breur da varc’heg, m’her goar,

He gwele c’hoazh en tu all d’an nor,
Hag e korn an oaled he c’hador ;

Ha ganin-me he c’hroaz benniget,
Frealz am c’halon baour war ar bed. -

An aotroù Lez-Breizh a hirvoude ;
Ken a lavaras ar plac’h goude :

– Ho mamm ivez hoc’h eus-hu kollet,
O selaou ac’hanon pa ouelet* ?    [ouelit] 

– Ya ! va mamm ivez am eus kollet,
Ha me ma-un’ am eus he lazhet !

– ’An’ Doue ! aotroù, m’hoc’h eus her graet,
Piv ’oc’h-hu, ha penaos ’oc’h anvet ?

– Morvan, ap Konan, eo va anv,
Ha Lez-Breizh, va c’hoar, va lesanv. –

Ken souezhet a oe ar plac’hig
Ken na fiche na lavare grik ;

Ken souezhet a oe ar plac’hig
Ken a vennas ganti* mervel mik ;    [LV qu’elle crut] 

Ken e zivrec’h d’e goûg a daolas,
Hag e veg d’he begig a lakaas ;

Hag e vriata hi a reas,
Hag enne, daeroù hi he veuzas :

– Doue en devoa da bellaet,
Ha Doue en deus da dostaet !

Ra vezo, va breur, meulet Doue,
Truez en deus bet ac’hanon-me. –