Lez-Breizh – an Distro
- Introduction (extraits)
-
Chants mythologiques, héroïques, historiques et ballades
- Diougan Gwenc’hlan
- Aotroù Nann hag ar Gorrigan
- ar Bugel lec’hiet
- ar C’horred
- Liñvadenn Gêr-Is
- Gwin ar C’hallaoued
- Bale Arzhur
- Bosenn Elliant
- Merzhin en e gavell
- Merzhin divinour
- Merzhin barzh
- Distro Merzhin
- Lez-Breizh – ar C’himiad
- Lez-Breizh – an Distro
- Lez-Breizh – Marc’heg ar roue
- Lez-Breizh – Morian ar roue
- Lez-Breizh – ar Roue
- Lez-Breizh – al Lean
- Droug-kinnig Nomenoiou
- Alan al Louarn
- Bran
- ar Falc’hon
- Loeiza hag Abalard
- an Distro eus a Vro-Saoz
- Gwreg ar C’hroazour
- an Eostig
- ar Plac’h dimezet gant Satan
- ar Breur mager
- Kloareg Rohan
- an Tri manac’h ruz
- Janedig-Flamm
- Stourm an Tregont
- an Erminig
- Baron Jaouioz
- Filhorez an Aotroù Gwesklen
- Gwaz aotroù Gwesklen
- an Alarc’h
- Seizenn eured
- Azenorig c’hlas
- Paotred Plouie
- Seziz Gwengamp
- Ened Rosporden
- Jenovefa Rustefan
- Itron Varia Folgoad
- ar Re Unanet
- Fontanella
- Pennhêrez Keroulaz
- Floc’h Loeiz trizek
- Markiz Gwerann
- Maronad an aotroù Névet
- Marv Pontkallek
- Emgann Sant Kast
- Yannig Skolan – ar Gwall-daol
- Yannig Skolan – Truez an ene
- Pardon Sant Fiakr
- Kanaouenn al levier
- Bleunioù mae
- Chants de fêtes et chants d’amour
- Légendes et chants religieux
II
Marc’heg Lez-Breizh oe souezhet-bras
Da vaner e vamm pa zistroas ;
Pa zistroas a-benn dek vloaz krenn,
Ken vrudet e-touez ar varc’heien.
Marc’heg Lez-Breizh a oe souezhet,
E porzh ar maner pa oe degou’et ;
O welout eno drein o kreskiñ,
Hag al linad e toull dor an ti,
Hag ar mogerioù hanter gouezhet,
Hag a iliav hanter c’holoet.
An aotroù Lez-Breizh, o klask mont tre,
Ur c’hwragezig dall a zigore.
– Livirit-hu din-me, va mamm-gozh,
Ha degemer a gavfen henozh ?
– Degemer a-walc’h c’hwi a gavo,
Narenn, aotroù, dimeus ar re vrav.
Aet eo an tiegezh-mañ da goll
Ab’oe ’mañ aet ar mab en e roll*. – [LV pour faire à sa tête]
Ne oa ket he c’homz peurachuet
Ur plac’h yaouank a zo diskennet.
Ha damsellet outañ a reas,
Ha da ouelañ druz en em lakaas.
– Plac’hig yaouank, din-me leveret*, [lavarit]
Petra c’hoarvez ganoc’h pa ouelet* ? [ouelit]
– Aotroù marc’heg, deoc’h a lêrin-me
Petra ’c’hoarv ganin pa ouelan-me :
Ur breur en oad ganeoc’h am eus bet ;
Dek vloaz zo da varc’heg emañ aet ;
Ha kellies gwech marc’heg ’welan ;
Kellies gwech, va aotroù, ’ouelan ;
Kellies gwech, siwazh din, ’ouelan ;
Gant koun ouzh ma breurig paour her gran !
– Va merc’hig koant din-me leveret*, [lavarit]
Na breur all, na mamm n’hoc’h eus-hu ket ?
– Breur all war an douar n’am eus ket ;
Er baradoz, na lavaran ket ;
Ha ma mamm baour ivez zo aet di ;
Nemedon gant magerez en ti ;
Mont a reas kuit gant ar c’hlac’har,
Pa eas va breur da varc’heg, m’her goar,
He gwele c’hoazh en tu all d’an nor,
Hag e korn an oaled he c’hador ;
Ha ganin-me he c’hroaz benniget,
Frealz am c’halon baour war ar bed. -
An aotroù Lez-Breizh a hirvoude ;
Ken a lavaras ar plac’h goude :
– Ho mamm ivez hoc’h eus-hu kollet,
O selaou ac’hanon pa ouelet* ? [ouelit]
– Ya ! va mamm ivez am eus kollet,
Ha me ma-un’ am eus he lazhet !
– ’An’ Doue ! aotroù, m’hoc’h eus her graet,
Piv ’oc’h-hu, ha penaos ’oc’h anvet ?
– Morvan, ap Konan, eo va anv,
Ha Lez-Breizh, va c’hoar, va lesanv. –
Ken souezhet a oe ar plac’hig
Ken na fiche na lavare grik ;
Ken souezhet a oe ar plac’hig
Ken a vennas ganti* mervel mik ; [LV qu’elle crut]
Ken e zivrec’h d’e goûg a daolas,
Hag e veg d’he begig a lakaas ;
Hag e vriata hi a reas,
Hag enne, daeroù hi he veuzas :
– Doue en devoa da bellaet,
Ha Doue en deus da dostaet !
Ra vezo, va breur, meulet Doue,
Truez en deus bet ac’hanon-me. –