Lez-Breizh – al Lean (2)

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Orin
Paris, Didier et Cie Libraires, 1867
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

    II

Ha bremañ seizh vloaz hag ur miz krenn
Oa e floc’h d’e glask e pep tachenn.

Hag e floc’h a lavare ’vel-mañ,
O vont gant e hent e koad Hellean* :    [Brekilian] 

– Evit me bout lazhet e lazher,
Me am eus kollet va aotroù ker. –

Evel pa glevas e penn ar c’hoad,
Ur marc’h ez-kañvus o c’hwirinat*.    [o c’hourrizal] 

Hag e varc’h kerkent ha ma tronas*,    [LV mettant le nez au vent] 
Azc’hwirinat, o fringal, a reas.

Hag e penn ar c’hoad pa oe degou’et,
Marc’h du Lez-Breizh en deveus gwelet.

Hag eñ en e stou ’tal ar feunten*,    [feunteun] 
Nag evañ na puriñ n’eure ’grenn ;

Nemet musañ* ’n dirien c’hlas n’eure ;    [c’hwesha] 
Ha gant karn e dreid a ziskrabe.

Ha sevel e benn goude ’eure,
Ha c’hwirinat kañvus adarre ;

Ha c’hwirinat kañvus adarre :
Darn a lavar penaos e ouele.

– Ozhac’h kozh, lev*, o tont d’ar feunten*,    [LV dites-moi ?  ; feunteun] 
Ha piv a gousk dindan ar vodenn ?

– Lez-Breizh a zo dindani kousket :
Tra ’vezo Breizh a vezo brudet ;

Dihun a ray e-berr o youc’hal,
Hag a rey o stal da re Vro-C’hall. –