daskor - facebook  daskor - css

Daskor

Lez-Breizh – al Lean (1)

Genre
Poésie
Langue
Breton
Source
Paris, Didier et Cie Libraires, 1867
Remarques
Nous avons modernisé l’orthographe tout en conservant certaines tournures d'origine (mutations, particules verbales...).
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

    I

Pa oa kousket lean koad Hellean,
Tri zaol war e zor a skoas unan.

– Lean mat digorit an nor din,
M’am bo minic’hi a vinic’hin*.    [LV je cherche un asile où me retirer] 

’Mañ an avel kriz diwar Vro-C’hall,
Pa na vresk* na loen gouez na chatal :    [LV ont cessé d’errer ça et là] 

’Mañ an avel garv diwar vor
Ned eo ket brav bout e toull an nor*.    [LV dehors] 

– Na piv ’oc’h a skoit war va dor,
Da hanternoz o c’houlenn digor ?

Am* anavout mat a eure Breizh ;    [Ma] 
E deiz e anken me oa Lez-Breizh.

– Ma dor deoc’h-hu na zigorin ket ;
Klevout ’oc’h ur gelenn*, am eus graet ;    [LV séditieux] 

Klevout ’oc’h ur gelenn am eus graet,
Hag enep d’ar roue benniget.

– Gelenn, Doue zo test ! n’emaon ket
Na trubard a-hent-all, kennebet*.    [kennebeut] 

Va mallozh a roan d’an drubarded,
Ha d’ar roue ha d’ar C’hallaoued !

O zeod a daol c’hwez evel teod ki,
C’hwez a splui* ’vel c’hwez re o leskiñ.    [LV fait trou] 

Va mallozh a roan d’an drubarded !
Paneveto am be gounezet.

– Mab-den, mir na villigi morse
Kar, na diskar, na den evel-se ;

Na dreist-an-holl an aotroù roue,
Rak eoulet emañ bet gant Doue.

– Eoulet gant Doue n’emañ ket bet :
Eoulet gant an diaoul ne lâran ket ;

Eoulet gant Doue n’emañ ket bet
Neb a wast douar ar Vretoned :

Hogen pezh a zeu z-berzh an Diaoul
A zistro, ’vat, da houarnañ Paol,

Da houarnañ Paol-gozh a zistro,
E droad gantañ dishouarn atô.

Lean kozh digorit an nor din,
M’am bezo ur maen hag aze’in !

– Va dor deoc’h-hu na zigorin ket ;
Trouz am befe gant ar C’hallaoued.

– Lean kozh digorit an nor di*,    [din] 
P’a-hent-all m’he zaol e-barzh an ti. –

Al lean kozh ’dal’ m’en deus klevet,
Sevel deus e wele en deus graet ;

Hag ur bodig ruskenn* ’enaouas,    [LV résine] 
Ha da zigor an nor a eas.

Hogen, pa oa an nor digoret,
Argilañ gant spont en deveus graet,

O welet o tonet un tasman
E benn etre e zaouarn gantañ ;

Leun a wad ha ’dan e zaoulagad,
O troidellañ euzhus anat.

– Tavit, kristen kozh, na spontit ket ;
An aotroù Doue liv* en deus roet,    [LV permission] 

An aotroù Doue liv en deus roet
Da’m dibennañ berr, d’ar C’hallaoued,

Ha liv a ra bremañ ivez deoc’h
Da’m dazpennañ, mar plijfe ganeoc’h,

Abalamour ma oen truezus
E-keñver va zud ha damantus.

– Mar ro din liv an Aotroù Doue
D’ho tazpennañ, mar plij ganin-me,

Abalamour e oec’h truezus
E-keñver ho tud ha damantus ;

Ra viot-c’hwi, va mab, dazpennet
En an’ Doue, Tad, Mab ha Spered !

Ha dre nerzh eus an dour benniget,
An tasman da zen a zo deuet.

Pa oe deuet an tasman da zen,
Al lean a gomzas evel-henn :

– Bremañ a reot ur binijenn,
Ur binijenn galet ganin-me[n] :

Ur sae blom e-pad seizh vloaz ’zougfet,
Hag e-kerc’henn ho koûg chadennet ;

Ha c’hwi a yey pep kreisteiz war yun,
Da vid dour da feunteun beg ar run.

– Ra vezo graet hervez hoc’h youl c’hlan,
’Vel ma livirit, hel lavaran. –

Ha pa oe ar seizh vloaz tremenet,
Seul e dreid gant e sae oa kignet :

Ha louet e varv ha blev e benn,
Hag e varv o tont war e varlenn ;

Hag eñ evel ur wezenn derv
Hag a vije seizh vloaz zo marv.

An neb en divije e welet,
N’en divije e anavezet ;

Nemet un itron wenn her greas,
O vont e-bioù dindan ar c’hoad glas ;

Hag hi ’sellet outañ, ha gouelañ :
– Lez-Breizh, va mab kaezh, ha te eo ’ta !

Deus amañ, va mab paour, deus amañ,
Ma’z in-me raktal da’z tisammañ,

Ma’z tichadennin gant va gwentl* aour :    [gweltr, LV ciseaux] 
Me eo da vamm, Santez Anna ’rvour*. –    [Arvor]