Lez-Breizh – ar Roue

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Orin
Paris, Didier et Cie Libraires, 1867
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

    IV

An aotroù Lez-Breizh, un deiz a oe,
A yae en arbenn d’ar roue ;

En arbenn d’ar roue d’an emgann,
Pemp mil marc’heg mat a-du gantañ ;

Hag endra ma oa o kimiadañ,
Tan an taran, tan ar foeltrusañ !

Hag e floc’h klouar ’dal’ m’arvestas,
Prederiañ en droug* a reas    [LV augura mal] 

– En an’ Doue ! mestr, chomit er gêr ;
Ur gwall zevezh hiriv a givjer !

– Chom er gêr, va floc’h, ne c’hallan ket,
P’am eus lâret mont, ’renkan monet !

Ha monet a rin tra vo buhez,
Buhez enaouet e-barzh am c’hreiz,

Ken a zalc’hin kalon roue ’n Argoad
Etre an douar ha sol va zroad. –

C’hoar Lez-Breizh, kerkent ha m’her gwelas,
Gant kabestr marc’h he breur a sailhas :

– Va breur, va breur ker, ma em c’haret*,    [c’harit] 
D’an emgann hiriv na eot ket ;

Nemet d’ar marv na afec’h se !
Ha petra ’vo a’nomp goude-se ?

Morvarc’h gwenn war an aod a welan ;
Un naer vras divent en-dro dezhañ ;

En-dro d’e ziv’sker ’dreñv daou skoulm* gwall,    [LV anneaux] 
Hag en-dro d’e vou’elloù* tri skoulm all,    [LV flancs] 

Daou en-dro d’e ziv’sker ha d’e c’hoûg ;
’Hed e vrusk ’em stlej, her gor, her moug.

Ken a sav war e dreid ar marc’h kaezh,
Hag a-dreuz, e tant c’hig ar gouez* ;    [LV il mord la gorge du monstre] 

I a vadailh*, a dreflemm* ruz gwad,    [vazailh, LV agite son triple dard] 
Ha dibunañ ’ra o c’hwibanat ;

Ken a glev e naered*, hag e lamm :    [LV ses petits] 
Tec’h kuit, dispar, unik ! tec’h dinamm !

– Bez a C’hallaoued pezh a garo* !    [LV par milliers] 
Me na dec’han ket ’raok ar marv ! –

Ne oa ket peurlavaret e c’her,
Ha pa oa pellik, pell eus ar gêr.