Lez-Breizh – ar Roue
- Introduction (extraits)
-
Chants mythologiques, héroïques, historiques et ballades
- Diougan Gwenc’hlan
- Aotroù Nann hag ar Gorrigan
- ar Bugel lec’hiet
- ar C’horred
- Liñvadenn Gêr-Is
- Gwin ar C’hallaoued
- Bale Arzhur
- Bosenn Elliant
- Merzhin en e gavell
- Merzhin divinour
- Merzhin barzh
- Distro Merzhin
- Lez-Breizh – ar C’himiad
- Lez-Breizh – an Distro
- Lez-Breizh – Marc’heg ar roue
- Lez-Breizh – Morian ar roue
- Lez-Breizh – ar Roue
- Lez-Breizh – al Lean
- Droug-kinnig Nomenoiou
- Alan al Louarn
- Bran
- ar Falc’hon
- Loeiza hag Abalard
- an Distro eus a Vro-Saoz
- Gwreg ar C’hroazour
- an Eostig
- ar Plac’h dimezet gant Satan
- ar Breur mager
- Kloareg Rohan
- an Tri manac’h ruz
- Janedig-Flamm
- Stourm an Tregont
- an Erminig
- Baron Jaouioz
- Filhorez an Aotroù Gwesklen
- Gwaz aotroù Gwesklen
- an Alarc’h
- Seizenn eured
- Azenorig c’hlas
- Paotred Plouie
- Seziz Gwengamp
- Ened Rosporden
- Jenovefa Rustefan
- Itron Varia Folgoad
- ar Re Unanet
- Fontanella
- Pennhêrez Keroulaz
- Floc’h Loeiz trizek
- Markiz Gwerann
- Maronad an aotroù Névet
- Marv Pontkallek
- Emgann Sant Kast
- Yannig Skolan – ar Gwall-daol
- Yannig Skolan – Truez an ene
- Pardon Sant Fiakr
- Kanaouenn al levier
- Bleunioù mae
- Chants de fêtes et chants d’amour
- Légendes et chants religieux
IV
An aotroù Lez-Breizh, un deiz a oe,
A yae en arbenn d’ar roue ;
En arbenn d’ar roue d’an emgann,
Pemp mil marc’heg mat a-du gantañ ;
Hag endra ma oa o kimiadañ,
Tan an taran, tan ar foeltrusañ !
Hag e floc’h klouar ’dal’ m’arvestas,
Prederiañ en droug* a reas [LV augura mal]
– En an’ Doue ! mestr, chomit er gêr ;
Ur gwall zevezh hiriv a givjer !
– Chom er gêr, va floc’h, ne c’hallan ket,
P’am eus lâret mont, ’renkan monet !
Ha monet a rin tra vo buhez,
Buhez enaouet e-barzh am c’hreiz,
Ken a zalc’hin kalon roue ’n Argoad
Etre an douar ha sol va zroad. –
C’hoar Lez-Breizh, kerkent ha m’her gwelas,
Gant kabestr marc’h he breur a sailhas :
– Va breur, va breur ker, ma em c’haret*, [c’harit]
D’an emgann hiriv na eot ket ;
Nemet d’ar marv na afec’h se !
Ha petra ’vo a’nomp goude-se ?
Morvarc’h gwenn war an aod a welan ;
Un naer vras divent en-dro dezhañ ;
En-dro d’e ziv’sker ’dreñv daou skoulm* gwall, [LV anneaux]
Hag en-dro d’e vou’elloù* tri skoulm all, [LV flancs]
Daou en-dro d’e ziv’sker ha d’e c’hoûg ;
’Hed e vrusk ’em stlej, her gor, her moug.
Ken a sav war e dreid ar marc’h kaezh,
Hag a-dreuz, e tant c’hig ar gouez* ; [LV il mord la gorge du monstre]
I a vadailh*, a dreflemm* ruz gwad, [vazailh, LV agite son triple dard]
Ha dibunañ ’ra o c’hwibanat ;
Ken a glev e naered*, hag e lamm : [LV ses petits]
Tec’h kuit, dispar, unik ! tec’h dinamm !
– Bez a C’hallaoued pezh a garo* ! [LV par milliers]
Me na dec’han ket ’raok ar marv ! –
Ne oa ket peurlavaret e c’her,
Ha pa oa pellik, pell eus ar gêr.