Lez-Breizh – Morian ar roue (3)

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Orin
Paris, Didier et Cie Libraires, 1867
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

    III

E c’hoaf en e zorn na vre’as ket,
Dre nerzh e zivrec’h hag an Dreinded !

E c’hoaf en e zaouarn na flache,
Pa varc’heke ’n eil deus egile ;

Pa varc’hekent er sal, tal-ouzh-tal,
Beg-ouzh-beg o goafoù herrus-dall ;

Herrus-dall o c’hezeg o froennat,
O’n em dantañ ken a strinke gwad ;

Ar roue gall, hag eñ kadoret,
Gant e dudjentil-veur o sellet,

O sellet hag o lavaret : Dalc’h,
Dalc’h mat ! morvran du ! gra gant ar voualc’h !

Pa lamme gantañ ar roñfl ken taer
Evel an tourmant gant al lester*.    [lestr] 

E c’hoaf en e zorn na flachas ket ;
Goaf ar Morian breviñ he deus graet.

Ken a oa goaf ar roñfl skiriennet,
Hag eñ en un taol skarzh divarc’het ;

Ha pa oant war droad war al leur-zi
Diarbenn ’reont* gant distal kriz ;    [LV ils fondirent l’un sur l’autre] 

Ha gant ar c’hleze en em fustont
Ken a grene ’r vurioù gant ar spont ;

Ha ken a daole tan o armoù
Evel houarn ruz war anne’où.

Ken a gavas an tu* ar Breton,    [LV trouvant le joint] 
Ha ’blantas e gleñv* en e galon ;    [gleze] 

Ken a gouezhas Morian ar roue,
Hag e benn gant al leur a stoke.

Ha Lez-Breizh, p’en deveus her gwelet,
E droad war e gof en deus laket ;

Hag e goaf digantañ a dennas ;
Ha penn ar Morian bras a droc’has.

Ha penn ar Morian pa oe troc’het,
Deus penn e zibr en deus e staget.

Deus penn e zibr en deus e staget
Dre e varv louet ha nezet.

Hag e gleze goadek pa welas,
Pellañ ma c’hallas eñ e daolas.

- Fae eo ganin dougen ur c’hleze
Saotret e gwad Morian ar roue ! -

Hag eñ da bignat war e varc’h feul,
Hag e-maez, gant e floc’heg d’e heul ;

Ha d’ar gêr evel ma oe degou’et,
Penn ar Morian en deus distaget ;

Hag ouzh e zor en deus e staget,
Da reiñ da sellet d’ar Vretoned.

Euzhus sell ! du e zremm, gwenn e zent ;
Ken a sponte neb a oa en hent,

Neb a oa en hent hag a selle
Ouzh e veg digor a vadailhe*.    [vazailhe, bâiller] 

Ken a lavare ar varc’heien :
– An aotroù Lez-Breizh a zo un den ! –

Hag an aotroù Lez-Breizh, a-neuze,
A lavare ivez evel-se :

– E ugent stourmad emaon-me bet.
Hag ouzhpenn mil den am eus trec’het ;

Ha biskoazh n’am boe kement a boan
Evel o c’hoari deus ar Morian.

Itron Santez Anna, va mamm ger,
C’hwi a ra burzhudoù em c’heñver !

Me a savo deoc’h un ti-bediñ,
War grec’h, etre Leger ha Gindi. –