Lez-Breizh – Morian ar roue (2)

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Orin
Paris, Didier et Cie Libraires, 1867
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

    II

Floc’hig Lez-Breizh, antronoz-beure,
A rede d’e gaout aonik-tre.

– Morian ar roue a zo deuet,
Hag ho tichekañ* en deveus graet.    [LV défier] 

– Mar ma dichekañ en deveus graet,
Monet war e zichek a zo ret.

– Aotroù kaezh, na ouzoc’h ket eta ?
Dre ardoù an diaoul c’hoari a ra.

Mar dre ardoù an diaoul e c’hoari,
Dre gennerzh Doue ’c’hoariomp-ni !

Kae prim da sternañ va marc’h du di,
Keit ha ma ven ouzh am* harneziñ.    [ma] 

– Salv ho kras, aotroù, ma em c’hredet*     [c’hredit] 
War ho marc’h du na c’hoariot ket.

Tri marc’h zo er roue marchosi ;
C’hwi ’po an dibab anezho [tri ?].

Ha mard eo da deoc’h va c’hlevet-me,
Diskuliañ deoc’h ur rin* a rin-me.    [LV secret] 

Gant ur c’hloareg kozh ’meus e glevet,
Un den Doue, mar zo, war ar bed ;

Ar balafrez gell na gemerfet,
Nag ar balafrez gwenn kennebet* ;    [kennebeut] 

Ar balafrez gwenn na gemerfet,
An hini du na lavaran ket ;

Hennezh a zo e-kreiz e re-se ;
Hag e zoñver, Morian ar roue :

Ma em c’hredit, kemerit ane’añ
Evit monet d’an emgann gantañ.

Pa zeuio ar Morian tre er sall,
E taolo d’an douar e vantall*.    [vantell] 

’Taolit ket ho mantell d’an douar,
Hogen lekit anezhi war varr*.    [LV suspendez-le] 

Mar laka e zilhad war ho re,
Dont a ray ar roñfl* du krevoc’h-kre*.    [kreñvoc’h-kreñv] 

Ha pa zeuio warnoc’h ar roñfl du,
Gant prenn ho koaf* ho kroazañ ’reot-hu* ;    [LV le fût de votre lance] 

Ha neuze pa lammo foll ha taer,
C’hwi ’lakay ho koaf d’hen degemer.

Dre nerzh ho tivrec’h hag an Dreinded ;
Ho koaf en ho torn na vre’o ket. –