Lez-Breizh – Morian ar roue (1)

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Orin
Paris, Didier et Cie Libraires, 1867
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

    I

Roue ar C’hallaoued ’lavare
Da aotrounez e lez, ur mare :

– Hennezh a aotreo din gwir feiz
A zeuio a-benn eveus Lez-Breizh.

C’hoari enep din-me, na ra ken,
Kenkoulz ha lazhañ va marc’heien. –

Morian ar roue ’dal’ m’e glevas
Dirak tal ar roue a savas :

– Aotren, aotroù, a ris deoc’h gwir feiz,
Ha testoù a brofis alies ;

Hogen pa vennit, hiriv an deiz,
Test a brofin c’hoazh marc’heg Lez-Breizh.

Ma na gasan deoc’h warc’hoazh e benn,
Da eo din kas ma hini laouen. –