Lez-Breizh – Marc’heg ar roue (5)

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Orin
Paris, Didier et Cie Libraires, 1867
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

    V

Lean kozh ar c’hoad war dreuz e gell,
Da floc’h Lez-Breizh a lavare bel* :    [LV doucement] 

– Tizh zo warnoc’h o redek er c’hoad !
Saotret hoc’h harnez gant poultr ha gwad ;

Deuit, mabig, tre em minic’hi ;
Deuit da ziskuizh ha da walc’hiñ.

– N’eo ket dare diskuizh ha gwalc’hiñ ;
Nemet kaout ur feunteun, hep si ;

Kaout dour dre-mañ da’m mestr yaouank
Hag eñ kouezhet en emgann skuizh-stank ;

Trizek soudard lazhet dindanañ,
Marc’heg Lorgnez lazhet da gentañ !

Ha me ’meus diskaret kement all ;
Lammout kuit o deus graet ar re all. –