daskor - facebook  daskor - css

Daskor

Kroaz an hent

barzhaz breizh - kroaz an hent (la croix du chemin)
Genre
Poésie
Langue
Breton
Source
Paris, Didier et Cie Libraires, 1867
Remarques
Nous avons modernisé l’orthographe tout en conservant certaines tournures d'origine (mutations, particules verbales...).
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

Evnig a gan er c’hoad uhel,
Ha melenig e zivaskell ;
E galonig ruz, e benn glas ;
Evnig a gan ’beg ar we’enn vras.

Abredik mat eo diskennet
War lezenn treuzoù hon oaled,
Keit ha ma oan gant ma fater :
– Evnig mat, petra a glasker ? –

Kement a c’herioù ’neus lâret,
M’ez eus rozennoù er boched* :    [bochad] 
– Kemerit un dous, va mignon,
A lakay laouen ho kalon. –

Gwelet em eus ’tal kroaz an hent,
Dilun, ur plac’h evel ar sent ;
Me ’yey disul d’an oferenn,
Hag he gwelin war an dachenn.

’Mañ he daoulagad en he fenn
Sklêroc’h eget dour er werenn,
Hag he dentigoù naet ha gwenn
Zo kaeroc’h eget perlezenn.

He daou zorn hag he divjod ruz,
Gwennoc’h eget laezh er pod du ;
Ya ! mar he gwelfec’h, va mignon,
Laouen a zeufe ho kalon.

P’am befe kement a vil skoed
Hag en deus markiz Pontkalleg ;
Ha p’am befe ur veingleuz aour,
Ma n’em eus ar plac’h me zo paour.

Na pa savfe war dreuz hon nor*,    [K nour] 
E-lec’h raden glas, bleunioù aour ;
Na pa savjent ’leizh ma liorzh,
Ma n’em eus ma dous, ne ran forzh.

Kement tra ’deus e lezenn ret ;
An dour ’deus ar feunteun a red,
An dour ’ya d’an traoñ, d’an izel,
An tan d’an neñv ha d’an uhel ;

Ar goulm a c’houl’ un neizhig kloz*,    [K klouz] 
Ar c’horf marv a c’houl’ ar foz*,    [K fouz] 
Hag an ene ar baradoz*,    [K baradouz] 
Ha me ho kalonig, va dous.

Me a yelo pep lun vintin,
Da groaz an hent, war ma daoulin,
Me a yelo d’ar groaz nevez,
Abalamour da’m c’harantez.