Jenovefa Rustefan (3)

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Orin
Paris, Didier et Cie Libraires, 1867
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

    III

Pa voa Yannig o vont d’an urzhioù,
Jenovefa ’voa war he zreuzioù ;

Jenovefa ’voa war he zreuzioù,
Hag a c’hrwie-hi dantelezhioù,

Hag o brode gant neudenn arc’hant :
(Da c’holoiñ ur c’halir e vent koant).

– Yannig ar Flecher, ouzhin sentit* ;    [T sentet]
Da gemer an urzhioù na it ket ;

Da gemer an urzhioù na it ket,
En abeg d’an amzer dremenet. –

– Distreiñ d’ar gêr me ne hallan ket,
Pe ’vin anvet ar gaouier touet. –

– N’hoc’h eus eta koun eus an holl draoù
A zo bet lâret warnomp hon daou ?

Kollet hoc’h eus eta ar walenn
’Meus roet deoc’h e-kreiz an abadenn ? –

– Ho kwalenn aour n’am eus ket kollet ;
Doue ’neus hi diganin tennet. –

– Yannig ar Flecher, distroit en-dro,
Ha me ’roio deoc’h va holl vadoù ;

Yannig, va mignon, distroit en-dro,
Ha me ’yelo d’hoc’h heul e pep bro ;

Ha me ’gemero boteier koad,
Ha me ’yey ganeoc’h da labourat.

Ma na sentit ket ouzh va goulenn,
Degasit din-me ar groaz-nouenn. –

– Siwazh ! hoc’h heuliañ ne hallan ket,
Rak a-berzh Doue ’on chadennet ;

Rak gant dorn Doue emaon dalc’het,
Ha d’an urzhioù eo ret din monet. –