ar C’hloareg paour

barzhaz breizh - ar c'hloareg paour (le pauvre clerc)
Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Orin
Paris, Didier et Cie Libraires, 1867
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

Va botoù koad ’meus kollet, roget va zreidigoù,
O vont da heul va dousig d’ar parkoù, d’ar c’hoadoù ;
Pa ve ar glav, ar grizilh, an erc’h war an douar,
Kement-se n’eo ket un harz da zaou zen a ’n em gar.

Va dousig a zo ur plac’h yaouank-flamm eveldon*,    [T evelden] 
N’he deus ket c’hoazh seitek vloaz, ur plac’h koant ha rubenn ;
He selloù zo leun a dan, hag he c’homzoù mignon ;
’Meus kemeret ur prizon da lakaat va c’halon.

Ne c’houfenn-me da betra he hevelebekaat*,    [T -ket, pour hevelebiñ] 
Mard eo d’ar rozennig gwenn ’zo roz Maro anvet ?
Perlezennig ar merc’hed, bleuñv lili ar bleunioù*,    [T bleunio] 
Hiriv ’mañ o tigoriñ ha warc’hoazh e serro.

Me a zo bet, va dousig, ouzh ho tarempredet,
Evel ma ve an eostig war ar spern-gwenn kludet ;
Pa fell de’añ paouezañ ’teu an drein d’e bikañ,
Neuze ’sav war beg ar brank hag e teu da ganañ.

Me zo evel an eostig ; pe ’vel an anaon
E-kreiz ar purgator o c’hortoz e levon* ;    [délivrance selon LV] 
Achuet eo an termen hag an devezh deuet
Ma yen-me tre ’barzh ho ti, gant ar Vazhvalaned.

Va steredenn zo kalet, va stad zo dinatur,
N’em eus bet war ar bed-mañ nemet displijadur,
N’em eus na kar na mignon, siwazh ! na mamm na tad,
Na kristen war an douar hag a garfe va mad.

N’ez eus den ’barzh ar bed-mañ abao’ ez on deuet,
A zo bet diwar ho penn, ken lies tamallet ;
Rak-se war benn va daoulin, hag en anv Doue,
Ho pedan-me da gaout ouzh ho kloareg truez !

Ar sonig-mañ oa savet en un dont, gant an traezh,
Eus a bardon Sant-Mikel, ’lec’h ma oa ma mestrez
’Welan o tont ar mor, ne rafen man ebet
Da vezañ beuzet ennañ, ma na’m selaouer ket.