Kloareg Rohan (6)

Genre
Poetry
Language
Breton
Source
Paris, Didier et Cie Libraires, 1867
Notice
The spelling has been modernized, but some forms (mutations, verbal particles...) has been kept.
Transcription
Sébastien Marineau
In the same work :

– Aotroù beleg, din livirit*,    [leveret] 
Er c’hastell petra ’peus gwelet. –

– Me am eus gwelet ur c’hlac’har
Mar zo bet biskoazh war zouar ;

Gwelet ur verzherez am eus,
Hag he merzherier ’vont gant keuz. –

– Aotroù beleg, din livirit*,    [idem] 
Er c’hoazhent petra ’peus gwelet ? –

– Ur c’hagn a welis dizolo,
Ha chas ha brini war he zro. –

– Petra ’peus gwelet er vered,
Da sklêrder al loar, ar stered ? –

– Un itron wenn en he c’hoazez
A welis war ur bez nevez,

Ur mabig koant war he barlenn,
Toullet treuz-didreuz e gerc’henn,

A-gostez dehoù ur c’hi-red gell*,    [K giall] 
Ur marc’h gwenn-kann a-gostez all :

An eil e c’houzoug kontellet,
Egile treuzet e vruched ;

Hag o fennoù a astennent,
Hag he daouarn flour a lipent ;

Hag hi a-youl-vat, tro-e-tro,
A rae allazik dezho.

Hag he mab, dre van gwarizi,
A rae allazik dezhi ;

Ken a eas al loar da guzhet,
Ha netra mui n’am eus gwelet ;

Nemet klevet an eostig-noz
A gane gwerz ar baradoz. –