Kloareg Rohan (6)
- Introduction (extraits)
-
Chants mythologiques, héroïques, historiques et ballades
- Diougan Gwenc’hlan
- Aotroù Nann hag ar Gorrigan
- ar Bugel lec’hiet
- ar C’horred
- Liñvadenn Gêr-Is
- Gwin ar C’hallaoued
- Bale Arzhur
- Bosenn Elliant
- Merzhin en e gavell
- Merzhin divinour
- Merzhin barzh
- Distro Merzhin
- Lez-Breizh – ar C’himiad
- Lez-Breizh – an Distro
- Lez-Breizh – Marc’heg ar roue
- Lez-Breizh – Morian ar roue
- Lez-Breizh – ar Roue
- Lez-Breizh – al Lean
- Droug-kinnig Nomenoiou
- Alan al Louarn
- Bran
- ar Falc’hon
- Loeiza hag Abalard
- an Distro eus a Vro-Saoz
- Gwreg ar C’hroazour
- an Eostig
- ar Plac’h dimezet gant Satan
- ar Breur mager
- Kloareg Rohan
- an Tri manac’h ruz
- Janedig-Flamm
- Stourm an Tregont
- an Erminig
- Baron Jaouioz
- Filhorez an Aotroù Gwesklen
- Gwaz aotroù Gwesklen
- an Alarc’h
- Seizenn eured
- Azenorig c’hlas
- Paotred Plouie
- Seziz Gwengamp
- Ened Rosporden
- Jenovefa Rustefan
- Itron Varia Folgoad
- ar Re Unanet
- Fontanella
- Pennhêrez Keroulaz
- Floc’h Loeiz trizek
- Markiz Gwerann
- Maronad an aotroù Névet
- Marv Pontkallek
- Emgann Sant Kast
- Yannig Skolan – ar Gwall-daol
- Yannig Skolan – Truez an ene
- Pardon Sant Fiakr
- Kanaouenn al levier
- Bleunioù mae
- Chants de fêtes et chants d’amour
- Légendes et chants religieux
– Aotroù beleg, din livirit*, [leveret]
Er c’hastell petra ’peus gwelet. –
– Me am eus gwelet ur c’hlac’har
Mar zo bet biskoazh war zouar ;
Gwelet ur verzherez am eus,
Hag he merzherier ’vont gant keuz. –
– Aotroù beleg, din livirit*, [idem]
Er c’hoazhent petra ’peus gwelet ? –
– Ur c’hagn a welis dizolo,
Ha chas ha brini war he zro. –
– Petra ’peus gwelet er vered,
Da sklêrder al loar, ar stered ? –
– Un itron wenn en he c’hoazez
A welis war ur bez nevez,
Ur mabig koant war he barlenn,
Toullet treuz-didreuz e gerc’henn,
A-gostez dehoù ur c’hi-red gell*, [K giall]
Ur marc’h gwenn-kann a-gostez all :
An eil e c’houzoug kontellet,
Egile treuzet e vruched ;
Hag o fennoù a astennent,
Hag he daouarn flour a lipent ;
Hag hi a-youl-vat, tro-e-tro,
A rae allazik dezho.
Hag he mab, dre van gwarizi,
A rae allazik dezhi ;
Ken a eas al loar da guzhet,
Ha netra mui n’am eus gwelet ;
Nemet klevet an eostig-noz
A gane gwerz ar baradoz. –