Kloareg Rohan (5)

Genre
Poetry
Language
Breton
Source
Paris, Didier et Cie Libraires, 1867
Notice
The spelling has been modernized, but some forms (mutations, verbal particles...) has been kept.
Transcription
Sébastien Marineau
In the same work :

P’erruas al lizher gantañ,
Oa o tonet deus an emgann,

Oa o tonet ’trezek e vro* ;    [K vrou] 
’C’hoari gaer gant an drompilhoù,

Tra ma oa o lenn al lizher,
’Teue ar baron taeroc’h-taer ;

Ha pa oa al lizher lennet,
’Tre e zaouarn ’deus her flastret,

Ha gant e zent ’deus her roget,
Ha gant treid e varc’h mac’hellet.

– Prim ! ’trezek Breizh ; primoc’h ’ta, floc’h !
Pe me ’blanto va goaf ennoc’h ! –

An aotroù er gêr pa erruas,
Tri zaol war an nor-borzh a reas,

War an nor-borzh a reas tri zaol,
Ken a lakaas da grenañ ’n holl.

Ar c’hloareg evel ma klevas,
Da zigor an nor a redas :

– Petra ’ta, kloareg milliget,
’Moa ket roet dit karg ma fried ! –

Ha plantañ e c’hoaf en e veg,
Ma teuas dre e c’hoûg ar beg.

Hag eñ d’an nec’h gant an diri,
Ha tre e-barzh kambr e hini,

Ha kent ma c’hellas lavar ger,
Gant e gleñv he zreuzas e-berr.