Kloareg Rohan (2)

Genre
Poetry
Language
Breton
Source
Paris, Didier et Cie Libraires, 1867
Notice
The spelling has been modernized, but some forms (mutations, verbal particles...) has been kept.
Transcription
Sébastien Marineau
In the same work :

Ar c’hloareg trubard a lavare
D’an itron yaouank, ur beure :

– Setu ar bloavezh achuet,
Kenkoulz hag ar brezel, me ’gred ;

Setu achuet ar brezel,
Ha na zistro ket d’ar c’hastell.

Livirit din, va c’hoar itron,
Pezh avat a venn ho kalon ?

Daoust hag eo deut ar c’hiz nevez,
Bev an ozhac’h, chom intañvez ? –

– Serr da veg, kloareg milliget !
Leun eo da galon a bec’hed ;

Mar ve ma fried ’barzh an ti,
E dorrfe dit da izili. –

Ar c’hloareg p’en deus he c’hlevet,
D’ar chas-ti e-kuzh ’mañ aet,

Kri-red an aotroù ’neus kavet,
He gouzoug en deus kontellet.

Ha goude m’en deus hel lazhet,
Gant e wad en deveus skrivet,

Skrivet en deveus lizherioù
Da gas d’an arme d’an aotroù :

Hag el lizherioù oa merket :
« Ho kwreg, aotroù ker, zo nec’het,

Ho kwregig gaezh zo gwall nec’het.
En abeg d’ur reuz ’zo c’hoarv’et :

Da hersal an heizez ’mañ bet,
Hag ho ki-red-gell zo krevet. »

Ar baron en deus adskrivet
D’al lizher, p’en deus hel lennet :

« Lârit da’m gwreg ket kemer nec’h,
Ni hon eus arc’hant a-walc’h.

Mard eo marv va c’hi-red-gell*,    [K gial] 
O tont d’ar gêr, me ’breno ’n all ;

Met na heuli re an heizez,
Gant aon rak heliourien direizh. »