Klemmvan Itron Nizon

barzhaz breizh - klemmvan itron nizon
Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Orin
Paris, Didier et Cie Libraires, 1867
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

Allaz ! allaz ! marv itron
Maner ar Genkiz a Nizon !
Me ’wel evel ar c’houmoul du
A guzh an heol a bep tu.

– Hor mammig paour, pa ’n emaoc’h mui,
Piv ’dorro pelloc’h hon naon-ni ?
Piv ’roy deomp dilhad ha louzoù ?
Piv ’bareo hor goulioù ?

A-dal’ ar gêr a Gemperle
Betek Nizon ni a ouele,
E bordig an hent daoulinet
’Hed peder lev hon eus gouelet ;

Gouelet hon eus da heul ar c’harr
’Zo bet ouzh ho kas d’an douar ;
Gouelet hon eus e-tal ho pez
Gouelañ ’raimp e-pad hor buhez.

Pebezh kañv, siwazh, er maner !
Pebezh kañv er vro, itron ger !
Kenavo, hor mamm dous ha mat ;
Perak ’oc’h-hu deut d’hor c’huitaat ? –

– Peorien, peorien geizh, ho taeroù
Zo dreist an holl meuleudioù ;
Koulskoude n’eo ket ret gouelañ
Pa ’mañ hor mamm e-barzh ar joa.

Pa ’mañ gant ar Werc’hez santel,
Gant Jezuz hag an Ebestel,
Gant ar Sent hag ar Sentezed,
Gant he div verc’h, gant he fried.

Ar beleg e-tal he gwele
Gant ur vouezh dous a lavare :
« Sent ha sentezed eus an neñv,
Deu’t da zegemer va ene ;

Deu’t ’ta, ma c’hellin evit mat
Karout, ganeoc’h, Doue hon Tad,
Er Baradoz da virviken. »
Neuze e teuas da dremen.

Tremen he deus graet gant douster,
Evel o c’hoarzhin, hor mamm ger ;
Evel m’he defe gwelet dor
Ar Baradoz dezhi digor.

Edo gouel Maria-Garmel,
Gouel dudius evit mervel,
Edo abardaez ar gwener,
Deiz bras ma varvas ar Salver.

Tavit ’ta, peorien geizh, tavit,
Na ouelit ket, ma he c’harit :
Mat da vediñ a oa an ed,
An aelez o deus her medet.

Ar wezenn gozh a zo pilet,
E dra gant ar Mestr a zo aet,
Koulskoude meur a blant yaouank
A chom war he lerc’h stank-ha-stank.

An evnigoù a c’hello c’hoazh
Neizhiañ dindan an delioù glas,
Ha kanañ meuleudi Doue
Na laosk evn na den dibourvez.

Leveromp an De Profundis
E-tal bez itron ar Genkiz,
Ha ra vo skrivet war he maen :
AMAÑ EMAÑ MAMM AR BEORIEN.

Ar werz zo graet gant ur beleg,
Bet kure e parrez Rieg,
Hag a gare, hag a garo
Da viken an itron varv.

Endra ma chomo e buhez
E lavaro pep mintinvezh
Ur Memento ’vit e vamm gozh ;
Ma’z ay ganti d’ar Baradoz ! –