Liñvadenn Gêr-Is (5)

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Orin
Paris, Didier et Cie Libraires, 1867
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

– Koadour, koadour, lavar din-me,
Marc’h gouez Gradlon a welas-te
O vont e-biou gant ar saon-me ?

– Marc’h Gradlon dre ma na welis
Nemet en noz du e glevis
Trip-trep, trip-trep, trip-trep ; tan-tizh !

– ’Gwelas-te morverc’h, pesketour,
O kribañ he blev melen-aour
Dre an heol splann, e ribl an dour ?

– Gwelout a ris ar morverc’h wenn ;
M’he c’hlevis o kanañ zoken :
Klemmvanus tonn ha kanaouenn.