Liñvadenn Gêr-Is (4)

Genre
Poetry
Language
Breton
Source
Paris, Didier et Cie Libraires, 1867
Notice
The spelling has been modernized, but some forms (mutations, verbal particles...) has been kept.
Transcription
Sébastien Marineau
In the same work :

Atav e hun, e hun an ner
Ken a gleved ’hed al laouer :
« Laosket ar puñs ! beuzet ar gêr ! »

– Aotrou Roue ! sav dialan* !    [K dialen] 
Ha war da varc’h ! ha kuit a-grenn !
Mañ ’r mor o redek dreist e lenn !

Bezet milliget ar verc’h wenn
A zialc’hwezhas, goude koan,
Gorre puñs Kêr-Iz, mor-termen !