Liñvadenn Gêr-Is (3)

Genre
Poetry
Language
Breton
Source
Paris, Didier et Cie Libraires, 1867
Notice
The spelling has been modernized, but some forms (mutations, verbal particles...) has been kept.
Transcription
Sébastien Marineau
In the same work :

Hag an neb en defe gwelet
Ar Roue kozh war e gousked
Meurbet ’vije bet souezhet,

Souezhet gant e bali moug
Hag e vlev gwenn-kann war e chouk
E alc’hwez aour e-kerc’h ’n e c’hoûg

Neb a vije bet er c’hedenn
En defe gwelet ar verc’h wenn
Goustad o vont tre, diarc’hen.

Tostaat ’rae ouzh he zad roue
Ha war he daoulin ’n em stoue
Ha riblañ ’rae sug hag alc’hwez.