Kentel ar Beorien

barzhaz breizh - kentel ar beorien (le chant des pauvres)
Genre
Poetry
Language
Breton
Source
Paris, Didier et Cie Libraires, 1867
Notice
The spelling has been modernized, but some forms (mutations, verbal particles...) has been kept.
Transcription
Sébastien Marineau
In the same work :

Sant Per da Jezuz ’lavare :
– Da Vreizh-Izel ’it, va Doue ? –
– Per, da Vreizh-Izel me ned an :
Tid divac’hagn, Per, ha dour skañv. –

Sant Yann ’lavare d’ar Werc’hez :
– Da Vreizh-Izel ’it, itron gaezh ? –
 Da Vreizh-Izel ez an warc’hoazh ;
Pedet ’on gant va mignon bras. –

Antronoz, e parrez Plouigno*,    [L Plouigneoù] 
Oa klevet ar c’han hag ar you ;
Oa klevet ar soner o son,
E ti un ozac’h a-feson ;

E ti un ozhac’h pinvidik
Hag eñ mat ouzh pep reuzeudig ;
Seul vui ’roe aluzennoù,
Seul vui e kreske e vadoù.

Hag ur mab hepken en devoa,
Ur paotr dibilh a driwec’h vloaz ;
Hag en e benn en doa laket
Da ober gantañ ur banked.

Ur banked kaer hag un eured ;
E holl gerent en doa pedet,
Pedet en doa e holl gerent,
Hag ar beorien o c’har ar Sent.

Pa oant ouzh taol diwezhad-mat,
Erru ur baourez diwezhad ;
Hag hi truilhek ha diarc’hen.
Ganti he mab ouzh he c’herc’henn.

– ’Vidoc’h da vezañ diwezhad,
Paourez gaezh, bezit deuet mat. –
Dre an dorn e oe kemeret
Da dal an tan e oe kaset.

Da dal an tan da repuiñ,
He mabig kenkoulz evelti ;
Hag a c’hoarzhe ouzh tud an ti ;
Nemet na brize ket debriñ.

– Debrit-c’hwi evit a gerfet,
Dirazoc’h, gant grad, eo laket. –
– Me n’am eus na naon na sec’hed,
Nemet ur garantez barfed.

Nemet ur garantez wirion,
Pa’z on pedet a wir galon,
Pa’z on pedet a galon vat,
Da zonet da eured ho mab.

Mil vad a ra da’m c’halon gaezh
Gwelet hoc’h holl gompagnunezh ;
Mil vad a ra da’m mab Jezuz
Gwelet tud ken karantezus.

Ned omp gant hini anavet,
’Met hini ’neus aluzenet.
War an ti-mañ kant mil bennozh !
Kenavezo d’ar baradoz ! –

Ar gentel-mañ zo bet savet
En neñv, e palez an Dreinded,
Dindan ur bod bokedoù roz
A daol c’hwezh-vat er baradoz.