Jenovefa Rustefan (5)

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Orin
Paris, Didier et Cie Libraires, 1867
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

    V

Pa oan degou’et e-tal Penn-al-Lenn,
O vonet ivez d’an oferenn,

E welis kalz a dud o redek,
Hag hi en un estlamm bras-meurbet.

– Na c’hwi, gwregig kozh, din livirit*,    [T leveret]
Nag an oferenn zo achuet ? –

– An oferenn a zo deraouet,
Hogen he achuiñ n’eus gallet ;

He achuiñ n’en deus ket gallet,
Gouelañ da Jenovefa ’neus graet,

Ha tri levr bras en deus treuzet*, ’vat,    [mouillé selon LV]
Gant an daeroù eus e zaoulagad.

Ken a zeuas ar plac’h o redek,
Ha ’gouezhas da zaoulin ar beleg.

« En an’ Doue ! Yann, distroit en-dro,
C’hwi zo kiriek, kiriek da’m marv ! » –