Jenovefa Rustefan (4)

Genre
Poetry
Language
Breton
Source
Paris, Didier et Cie Libraires, 1867
Notice
The spelling has been modernized, but some forms (mutations, verbal particles...) has been kept.
Transcription
Sébastien Marineau
In the same work :

    IV

Hag o tont en-dro eus a Gemper,
E teuas adarre d’ar maner.

– Eurvad, aotroù maner Rustefan,
Eurvad deoc’h holl dud, bras ha bihan,

Eurvad ha joa deoc’h, bihan ha bras,
Muioc’h evit zo ganin, siwazh !

Me zo deuet d’ho pediñ, d’an deiz,
Da zonet da’m oferenn nevez. –

– Ya ! d’hoc’h oferenn ni a yelo,
Kentañ ’brofo er plad me a vo.

Me a brofo er plad ugent skoed,
Hag ho maeronez, va itron, dek ;

Hag ho maeronez a brofo dek,
Da reiñ enor deoc’h, aotroù beleg. –