Jenovefa Rustefan (2)

Genre
Poetry
Language
Breton
Source
Paris, Didier et Cie Libraires, 1867
Notice
The spelling has been modernized, but some forms (mutations, verbal particles...) has been kept.
Transcription
Sébastien Marineau
In the same work :

    II

Bravañ merc’hed a voa er vro-se,
Merc’hed aotroù ar Fav a-neuze ;

Bravañ merc’hed a save o fenn,
’Voa merc’hed ar Fav, war an dachenn.

I a daole sked dreist ar merc’hed,
Evel ma ra ’l loar dreist ar stered.

Ha gante pep a inkane gwenn,
O tont d’ar pardon da Bont-Aven ;

O tont d’ar pardon da Bont-Aven,
A grene an douar hag ar vein ;

Gante pep a vrozh c’hlas a seienn,
Ha karkanioù aour war o c’herc’henn.

Ar yaouankañ, hounnezh ar bravañ ;
Yannig Kervlez a gar, a glevan.

– Pevar mignon kloareg am eus bet,
Hag o fevar emañ ’int beleget,

Yannig ar Flecher, an diwezhañ,
A laka va c’halon da rannañ. –