Itron Varia Folgoad (3)

Genre
Poetry
Language
Breton
Source
Paris, Didier et Cie Libraires, 1867
Notice
The spelling has been modernized, but some forms (mutations, verbal particles...) has been kept.
Transcription
Sébastien Marineau
In the same work :

    III

– Pajig bihan, lavar din-me,
Petra ’z-a gant ar pae*-se ?    [LV rue] 

– Ho mererien a Wigourvez,
Ar c’hrouger hag ho filhorez. –

Kriz ’vije neb ha na ouelje,
War dachenn Folgoad, pa zeue ;

Pa zeue ar plac’h pemzek vloaz,
E-kreiz daou archer da grougañ ;

Ur c’hwrac’hig kozh paour dirazi,
O terc’hel ur gouloù dezhi ;

Hag hi, o vont, a lavare :
– Ne oa ket din ar bugel-se. –

An itron war-lerc’h o c’houlenn
Truez d’he filhorez a-grenn :

– Laoskit ganin va filhorez :
Roiñ a rin deoc’h arc’hant he fouez.

Ha mar na blij deoc’h kement-se,
Me ’roy deoc’h pouez va inkane,

Me ’roy deoc’h pouez ma inkane,
Ar plac’h ha me war e c’horre. -

– Ho filhorez n’ho pezo ket,
Neb a lazhas a vez lazhet.