Itron Varia Folgoad (2)

Genre
Poésie
Langue
Breton
Source
Paris, Didier et Cie Libraires, 1867
Remarques
Nous avons modernisé l’orthographe tout en conservant certaines tournures d'origine (mutations, particules verbales...).
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

    II

Un deiz an aotroù Poulligwenn
Oa aet da hersal ’raok e lein.

– Setu amañ ur c’had kignet,
Pe ur bugelig gwalennet* ;    [LV étranglé] 

Krouget eo dioc’h skourr ar wezenn,
E kerc’henn e c’hoûg ar seizenn. –

Hag eñ da gaout e itron,
O soñjal du en e galon.

– Sellit ! ur bugel paour lazhet !
Piv, ’an’ Doue, ’neus her ganet ? –

An itron, hep lavarout ger,
Az eas d’ar vereri e-berr :

– Mat ar bed ganeoc’h, mererez,
Dont ’ra ho kanab brav e-maez.

– Va c’hanab brav ’maez na zeu ket :
Mont a ra holl gant ho koulmed.

– Pelec’h ’int aet ho merc’hed-c’hwi,
Pa na welan nemedoc’h-c’hwi ?

– Div zo er stêr gant an dilhad,
Ha div all zo o paluc’hat ;

Ha div all zo o paluc’hat ;
Hag an div all zo o kribat.

Mari Fañchonig, va nizez,
Hounnezh zo er gwele diaes ;

Er gwele klañv ez eo chomet,
Eizh pe nav deiz zo tremenet.

– Digorit din, va mererez,
Hag e welin va filhorez.

– Va filhorez, din livirit,
Pelec’h ’mañ ’n droug a zamantit ?

– ’Kreiz-tre va c’hof ha va c’halon
Emañ va droug, va mamm-baeron.

– Savit, savit, va filhorez,
It d’an Tad Frañsez da gofes ;

Kofesait mat ho pec’hed ;
Hag eveshait, mar keret.

– Evit pec’herez, n’emaon ket ;
Eizh teiz* zo ’on bet kofeset.    [deiz] 

– Gevier din na livirit ket,
Ur pec’hed bras hoc’h eus-c’hwi graet ;

C’hwi zo bet mintin-mañ d’ar c’hoad ;
Ruz eo ho potoù gant ar gwad ! –