Itron Varia Folgoad (1)

Genre
Poetry
Language
Breton
Source
Paris, Didier et Cie Libraires, 1867
Notice
The spelling has been modernized, but some forms (mutations, verbal particles...) has been kept.
Transcription
Sébastien Marineau
In the same work :

    I

– Yec’hed ha joa ganeoc’h va zad !
– Petra ’rit aze mintin mat ?

Gwalc’hiñ doaloù* ken gwenn hag erc’h !  [toaloù] 
Petra ’rit-c’hwi aze, va merc’h ?

– Me zo deut d’ho pediñ, va zad,
Da vont evidon d’ar Folgoad ;

Ha mont diarc’hen ha war droad
Ha war ho taoulin, mar gell pad.

Eno e kevfot ludu graet
Dioc’h ar galon hoc’h eus maget.

– Petra, va merc’h paour, hoc’h eus graet,
Pa viot evel-se luduet ?

– Ur bugelig zo bet lazhet,
Ha din, va zad, eo tamallet. –