Disul vintin aba savis mont da gas ma saout er-maez,
Me ’gleve va dous o kanañ hag he ana’s diouzh he mouezh,
Me ’gleve va dous o kanañ, kanañ gae war ar menez,
Ha me mont da sevel ur son da ganañ ganti ivez.

– Ar c’hentañ gwech em eus gwelet Marc’haidig koant, va mestrez,
Oa oc’h ober he fask kentañ e-barzh iliz ar parrez,
E-kreiz tre ’barzh iliz Fouenant e-touez ar vugale :
D’ar pred-se he doa daouzek vloaz, ha me daouzek vloaz ivez.

Evel ar bleuñv melen balan, pe ’vel ar rozennig gouez,
’Vel ar rozenn gouez ’touez al lann, oa etrezo, va mestrez :
Tra oan bet gant an aoterenn ’met sellet outi na raen ;
Seul vuioc’h-vui outi ’sellen, seul vuioc’h-vui plije din*.    [K den] 

Me ’meus ur we’en e liorzh va mamm a zo karget avaloù,
Hag un dachennig c’hlas dindan, hag ur vodenn tro-war-dro* :    [K drou] 
Pa zeuio va dousig-koantik, va muiañ-karet da’m zi,
Ni a yelo da zisheoliañ, va dous ha me, dindani.

An aval ru’añ a dapin, hag ur boked ’rin ’viti,
Hag ur roz-sinil a garan e likin ivez enni,
Ur roz-sinil gwall c’hweñvet, abalamour da’m enkrez,
Rak n’em eus ket bet c’hoazh ganti ur bouch a wir garantez. –

– Tavit gant ho son, va mignon, tavit prim, gant ho komzoù ;
An dud o vont d’an oferenn zo en traoñ ouzh hor selaou.
Ur wech all pa zeufemp d’al lann, ha vemp hon-unan hon daou,
Ur bouchig a wir garantez a roin deoc’h, unan, pe zaou. –