daskor - facebook  daskor - css

Daskor

Keit ha ’vin err brezel ’lec’h eo ret din monet,
Da biv e roin-me ma dousig da viret ?
– Degasit-hi da’m zi, va breur-kaer, mar kirit*   [K keret] 
Me hi lakay e kambr gant va zimezelled ;

Me hi lakay e kambr gant va zimezelled,
Pe ’barzh ar sal-enor gant an itronezed.
En un hevelep pod e vo graet d’e o boued,
Ouzh an hevelep daol e vezint azezet. –

’Benn un nebeud goude kaer ’vije da welet
Porzh maner ar Faoued leun a zudjentiled ;
Pep kroaz ruz war o skoaz, pep marc’h bras, pep banniel,
Evit klask an aotroù da vonet d’ar brezel.

Ne oa ket aet pell-meur er-maez dimeus an ti,
Pa oe lâret d’e c’hwreg kalz a brezegoù kriz :
– Diwiskit ho prozh ruz, hag unan wenn gwiskit*,    [K gwisket] 
Ret eo monet d’al lann da beuriñ al loened. –

– Ho tigarez, va breur ; petra em eus-me graet ?
Me n’emaon bet biskoazh o peuriñ an deñved. –
– Ma n’emaoc’h bet biskoazh o peuriñ an deñved,
Amañ zo ma goaf hir a zisk’ey* deoc’h monet. –    [ziskouezo] 

Bet eo e-pad seizh vloaz, ne rae nemet gouelañ ;
En diwezh ar seizh vloaz ’n em lakaas da ganañ.
Hag ur marc’heg yaouank o tont eus an arme
A glevas ur vouezh dous ’kanañ war ar menez.

– Harz, va floc’hig bihan, krog e brid va marc’h-me ;
Me ’glev ur vouezh arc’hant ’kanañ war ar menez ;
Me ’glev ur vouezhig flour war ar menez ’kanañ ;
Hiriv a zo seizh vloaz he c’hlevis diwezhañ. –

– Demat a lâran deoc’h, plac’h yaouank ar menez,
Ha mer’niet* mat hoc’h eus pa ganit ken gae-se ? –    [merenniet] 
– Ya, mer’niet* mat em eus, a-drugarez Doue :    [idem] 
Gant un tamm bara sec’h em eus debret ame*. –    [amañ] 

– Lîrit din, plac’hig koant o peuriñ an deñved,
Hag eñ er maner-se ’c’hallfen bout kemeret. –
O ! ya sur, ma aotroù, degemer a gevfet
Hag ur marchosi kaer da lakaat ho roñsed.

Ur gwele mat a bluñv ho pezo da gousket
Eveldon-me gwechall pa oan gant ma fried ;
Ne gousken ket neuze er c’hraou gant al loened,
Nag e skudell ar c’hi ne vije graet ma boued. –

– Pelec’h eta, ma merc’h, pelec’h ’mañ ho pried,
Pa welan en ho torn liamm eus ho eured ? –
– Ma fried, va aotroù, a zo aet d’an arme ;
Blev melen hir en doa, melen evel ho re. –

– Ma en doa blev melen kenkoulz eveldon-me,
Lakit evezh, va merc’h, na vije me a ve ? –
– Ya, me eo ho itron, ho tous hag ho pried,
Ma anv zo, e gwir, itron eus ar Faoued. –

– Lezit al loened-se ma yefemp d’ar maner,
Mall a zo ganin-me da erruout er gêr. –
– Eurvad dit-te, va breur, eurvad dit a lâran ;
Penaos ’ya ma fried am boa laosket amañ ? –

– Azezit-hu, va breur-kadarn ha koant bepred !
Aet eo da Gemperle gant an itronezed. 
Aet eo da Gemperle e-lec’h ma zo eured,
Pa zistroio d’ar gêr amañ a vo kavet. –

– Gaou a lêrez din-me ! rak t’ec’h eus he c’haset
Evel ur glaskerez da beuriñ al loened ;
Gaou a lêrez din-me e-kreiz da zaoulagad,
Rak emañ ’dreñv an nor, aze, oc’h huanad !

Tec’h tu-se gant ar vezh ! tec’h kuit, breur milliget !
Karget eo da galon a zroug hag a bec’hed !
Ma na ve ti ma mamm, ma na ve ti ma zad ;
Me ’lakefe va c’hleñv* da ruziañ gant da wad ! –    [va c’hleze] 

Voici un extrait des commentaires que Théodore de La Villemarqué a insérés dans le Barzhaz Breizh :

« A quelques lieues de la jolie petite ville de Quimperlé, qui semble flotter sur les eaux d’Izol et d’Ellé, comme une corbeille de feuillage et de fleurs sur un étang, on trouve, en allant vers le nord, le gros village du Faouet. Les anciens seigneurs de ce nom, branche cadette de la noble et antique famille de Goulenn, ou Goulaine, selon l’orthographe vulgaire, tiennent une assez grande place dans l’histoire de Bretagne, et la poésie populaire les a pris pour sujet de ses chants. D’après elle, l’un deux, partant pour la Terre Sainte, confia sa femme aux soins de son beau-frère. Celui-ci promit d’avoir pour la dame tous les égards dus à son rang ; mais à peine les Croisés eurent-ils quitté le pays, qu’il essaya de la séduire. N’ayant pu réussir, il la chassa de chez lui, et l’envoya garder les troupeaux. Une ballade très répandue aux environs du Faouet et dans toute la Cornouaille conserve le souvenir du fait, qu’elle dramatise comme on va le voir. »