ar Gwennilied
’Tre ma c’hêrig hag ar maner,
Ur wenodennig a gaver ;
A gaver ur wenodenn wenn
A zo enni ur we’enn spern-gwenn ;
Hag hi karget a vokedoù
Hag a blij da vab an aotroù.
Me ’garfe bout bleuñv e spern-gwenn,
Ha bout tapet gant e zorn gwenn.
Bout tapet gant e zornig gwenn,
Gwennoc’h evit bleuñv e spern-gwenn ;
Me ’garfe bout bleuñv e spern-gwenn,
Ha bout laket war e varlenn.
Mont a ra kuit diganeomp-ni,
Pa’z a ar goañv tre ’barzh an ti ;
Mont a ra kuit ’trezek Bro-C’hall,
’Vel ar gwennili o nijal.
Pa zistro an amzer-nevez,
Distroiñ ’ra dre-mañ adarre ;
Pa sav ar bleuñv yal* er pradoù, [bleuets]
Hag ar bleuñv kerc’h ’barzh ar parkoù ;
Ha pa gan ar pinterigoù*, [pinsons]
Kenkoulz hag al linaerigoù ;
Dont a ra da heul ar festoù,
Dont a ra c’hoazh d’hon pardonioù.
Me ’garfe gwel’t e pep amzer
Bleunioù ha festoù ’barzh ar gêr,
Ha gwelet ar gwennilied
O nijal ’tro zre-mañ bepred ;
Me ’garfe o gwelet nijal
Bepred e beg hon siminal.