Gwaz aotroù Gwesklen (4)

Genre
Poetry
Language
Breton
Source
Paris, Didier et Cie Libraires, 1867
Notice
The spelling has been modernized, but some forms (mutations, verbal particles...) has been kept.
Transcription
Sébastien Marineau
In the same work :

    IV

Penn ar gêr* ’c’houlenne dimeus beg ar c’hrenal    [gouverneur] 
Gant an aotroù Gwesklen, war zigarez farsal :

– Daoust hag eñ ’maoc’h-hu deut amañ d’un abadenn,
Ha pa ’maoc’h-hu sternet, hag ho tud, evel-henn ?

– D’un abadenn ’omp deut, aotroù ar Saoz, hep gaou,
N’eo ket da gorolliñ, da son an hini eo ;

Da son ur goroll deoc’h ha n’achuo abred ;
Kerkent ha ma vimp skuizh, arnodoù an diaouled. –

A-benn ar c’hentañ stok ar voger zo pilet,
Ha tre-betek an don ar gêr he deus krenet ;

A-benn an eilvet stok, dismantret teir zour all,
Ha lazhet daou c’hant den ha mui pegement all* ;    [LV deux cent autres encore] 

A-benn an deirvet stok, zo pilet ar perzhier,
Hag ar Vretoned tre, ha kemeret ar gêr.

Diskaret eo ar gêr ; an douar kompez mat ;
Ha kanañ ’ra an den ’zo eno oc’h arat :

« Yann ar Saoz, evitañ da vezañ ganaz fall,
Na c’hounezo war Vreizh tra vezo kerreg Mal ! »