Gwaz aotroù Gwesklen (3)

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Orin
Paris, Didier et Cie Libraires, 1867
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

- Gwengampiz, yec’hed deoc’h ; yec’hed gant azaouez* ;    [respect] 
Nag an aotroù Gwesklen pelec’h ’mañ, ’an’ Doue !

- Mard eo ’n aotroù Gwesklen, marc’heger, a glaskot,
E sal ar varoned en tour plad e gevfot. -

Yann eus a Bontorson pa eas tre er sal,
Bet’ an aotroù Gwesklen a eas diraktal :

– Grasoù Doue, aotroù, skoazell Doue ganeoc’h !
Hag ho skoazell gant neb a zo gwaz gwirion deoc’h.

– Grasoù Doue ganeoc’h, pa brezegit leal ;
An neb hen skoaz Doue a rank skoazañ re all ;

Na pezh ezhomm ganeoc’h ? distagit ar ger krenn.
– Ezhomm an neb a zeuy a-benn eus Pestien ;

Ennañ zo paotred Saoz, hag a wask tud ar vro,
Hag a laka trubuilh ouzhpenn seizh lev war-dro ;

Ha kement den ’ya tre e lazhont hep truez ;
Panevet ar plac’h-mañ me ’oa lazhet ivez,

Me ’oa lazhet ivez evel meur a hini ;
M’ar c’hourgleze ganin, hag eñ ruz, sellit-c’hwi ! –

Gwesklen ’neus lavaret : – m’hen toue sent a Vreizh !
Tra vezo bev ur Saoz na vezo peoc’h na reizh !

Ra sternit-c’hwi ma marc’h, ha ma sternit timat :
Ma’z aimp dezhi raktal, da c’hoût hag eñ ’c’hell pad ! –