Gwaz aotroù Gwesklen (2)

Genre
Poetry
Language
Breton
Source
Paris, Didier et Cie Libraires, 1867
Notice
The spelling has been modernized, but some forms (mutations, verbal particles...) has been kept.
Transcription
Sébastien Marineau
In the same work :

    II

Jentilañ marc’heger dre zouar ar Saozon,
Ur baleer yaouank anvet Yann Pontorson.

War ar pardaez d’an noz pa’z ae e-bioù ar gêr,
Digant ar penn-gedour e c’houl’as degemer.

– Diskennit, marc’heger, diskennit, deu’t en ti,
Ha lakit ho marc’h gell e-barzh ar marchosi :

Hag heiz ha foenn e walc’h a gavo da zebriñ,
Keit ha ma viot ouzh taol o koaniañ ganeomp-ni. –

Ha tre ma voa ouzh taol o koaniañ gant an dud,
Ne leverjont* mui ger, evel pa vijent mut.    [LV parlèrent] 

Nemet d’ur plac’h yaouank : – It d’al laez, Biganna,
Da sevek ar gwele d’an aotroù marc’heg-mañ. –

Hag evel ma oe pred da vonet da gousket,
Ar marc’heger yaouank da gousket emañ aet.

An aotroù Pontorson en e gambr a gane.
Gant e gorn olifant war bankig e wele :

– Biganna, va c’hoar dek*, livirit un dra din :    [gentille] 
Perak ’huanadit en ur sellet ouzhin ?

– Ma c’houfec’h, aotroù kaezh ; war vefec’h ’lec’h ’on-me,
C’hwi a sellfe ouzhin hag ’huanadefe ;

C’hwi ’huanadefe, hag ho pefe truez :
Ur c’hourgleze a zo dindan penn ho kwele ;

Ned eo ket sec’h ar gwad diouzh ’boa lazh an trede :
Allaz ! aotroù marc’heg, c’hwi ’vo ar pevare !

Hoc’h arc’hant hag hoc’h aour, hoc’h armoù, hoc’h holl draoù,
Nemet ho marc’h fergan*, zo dindan an alveoù*; –    [LV bai ; alc’hwezioù] 

Eñ da ruzañ e zorn dindan ar penn-welead*,    [LV l’oreiller] 
Ha sachañ ’r c’hourgleze hag eñ ruz gant ar gwad.

– Biganna, va c’hoar gaezh, salv din-me ma buhez,
Ha m’az gray pinvidik a bemp kant skoed leve.

– Ho trugarez ! aotroù ; nemet din leveret* :    [lavarit] 
Hag eñ ’maoc’h dimezet ? hag eñ n’emaoc’h-hu ket ?

– Ho saouzaniñ* nep giz, Biganna, ne fell ket ;    [tromper] 
Tremenet pemzek deiz ab’oe ’m on dimezet.

 Hogen tri breur am eus hag i koulzoc’h ha me ;
Mar plij d’ho kalon dibab etre re ze ?

– Da’m c’halon na blij den, na kennebeut arc’hant,
Na blij tra da’m c’halon, nemedoc’h, aotroù koant ;

Deu’t-hu ganin a-raok ; na zalc’ho pont ar gêr ;
Ar gedour na zalc’ho, dre ’mañ din breur mager.

An aotroù ’lavare pa’z ae ’maez ar porzh :
– Deu’t-hu ganin, ma c’hoar, war lost ma marc’h-emporzh* ;    [coursier] 

Na deomp-ni da Wengamp da gaout ma aotroù-me,
Da c’houzout hag eñ ’voa gwir din koll ma buhez.

Deomp da glask da Wengamp ma aotroù reizh Gwesklen,
Ma teuio da lakaat seziz war Bestien. –