Gwaz aotroù Gwesklen (1)

Genre
Poetry
Language
Breton
Source
Paris, Didier et Cie Libraires, 1867
Notice
The spelling has been modernized, but some forms (mutations, verbal particles...) has been kept.
Transcription
Sébastien Marineau
In the same work :

    I

Ur c’hastell bras ez eus, e kreizig koadoù Mal ;
Ha dour don tro-war-dro, ha ’pep korn un tour all ;

Hag er porzh-lec’h* ur puñs hag eñ leun a eskern,    [LV cour d’honneur] 
Hag uheloc’h-uhel bemnoz a gresk ar bern.

Ha war sparl ar puñs-se ar vrini a ziskenn,
Hag o boued a glaskont, o koagañ laouen.

Pont ar gêr* a gouezh aes, hag a sav aesoc’h c’hoazh ;    [LV le pont du château] 
Piv bennak ez a tre na zeu ket mui e-meaz*.    [e-maez]