Floc’h Loeiz trizek (5)

Genre
Poésie
Langue
Breton
Source
Paris, Didier et Cie Libraires, 1867
Remarques
Nous avons modernisé l’orthographe tout en conservant certaines tournures d'origine (mutations, particules verbales...).
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

    V

Un div pe deiz s’un goude-se,
Ur c’hannadour a zegouezhe,

’Zegouezhe deus bro Normaned,
Gantañ lizherioù siellet,

Lizherioù siellet e ruz
Da roiñ d’ar roue fri bras diouzhtu ;

Ar roue pa en deus o lennet
Sellet ken du en deveus graet,

Sellet ken du evel ur c’hazh
’vel ur c’hazh gouez tizhet el laz.

– Mallozh ruz ! m’am bije gouiet,
Ar Ouiz na vije ket kuitet !

Ouzhpenn dek mil skoed a gollan,
Ha dek mil den war benn unan ! –