Floc’h Loeiz trizek (4)

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Orin
Paris, Didier et Cie Libraires, 1867
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

    IV

– Yec’hed deoc’h, roue ha rouanez,
Pa ’maoc’h ho taou en ho palez.

Peseurt torfed en deus eñ graet,
Pa ’mañ bet ganeoc’h dibennet ?

– C’hoari kleze hep grad ar roue ;
Lazhañ kaerañ floc’h en devoe.

– Ar c’hleze na ziouenner ket
’Michañs, hep kaout abeg ebet.

– Abeg en deus bet, a dra sklêr,
Evel m’en deveus al lazher.

– Lazherien, aotroù, n’emaomp ket,
Na denjentil Breizh kennebet*,    [kennebeut] 

Na denjentil gwirion ebet ;
Ar C’hallaoued, ne lâran ket ;

Rak me ’oar a-walc’h, mab ar bleiz,
Gwell ganeoc’h kaout gwad eget reiñ.

– Serrit ho peg, va itron ger,
Mar peus c’hoant da zistroiñ d’ar gêr.

– Ne ran forzh chom pe mont en-dro,
O vezañ ma breur kaezh marv,

Be’añ droug gant roue a garo,
E abeg ’fell din, m’her gouio !

– Mar goût e abeg a fell deoc’h,
Selaouit ha me ’lâro deoc’h :

Mont a reas da vuanekaat,
Ha klask trouz da’m floc’h en deus great*,    [graet] 

Ha kleze ouzh kleze timat,
O klevet al lavar anat,

Al lavar kozh, ar wirionez :
« N’eus tud e Breizh, nemet moc’h gouez. »

– Mard eo hounnezh ur wirionez,
Ur wirionez all ’ouzon-me :

« Evitañ da vout roue Bro-C’hall
Ned eo Loeiz ’mat ur goapaer fall. »

Hogen prestik e weli-te,
Ma well pe wazh* e oapez-te ;    [LV à tort ou à raison] 

Pa’m bo diskou’et, ’benn ur gaouad,
Da’m broiz va lenn leun a wad,

A-benn neuze e ouezi reizh
Ma bez, e gwir, moc’h gouez, e Breizh ! –