Floc’h Loeiz trizek (3)

Genre
Poetry
Language
Breton
Source
Paris, Didier et Cie Libraires, 1867
Notice
The spelling has been modernized, but some forms (mutations, verbal particles...) has been kept.
Transcription
Sébastien Marineau
In the same work :

    III

Floc’hig ar roue a lâre,
War ar c’hentañ daez* pa bigne :    [degré] 

– Ne ran forzh da begoulz mervel
Pa n’d* divroet, pa n’d* diskoazell    [LV n’était] 

Pa n’d divroet, pa n’d diskoazell,
pa n’d ur c’hoar ’meus e Breizh-Izel.

Hi ’vo bep noz o c’hervel breur,
O c’hervel breurig e pep eur. –

Floc’hig ar roue a lâre,
War an eilvet daez pa bigne :

– Me ’garfe, kent hag ar marv,
Klevet keloù dimeus va bro ;

Klevet keloù dimeus va c’hoar,
Va c’hoarig kaezh ; daoust hag hi ’oar ?

Floc’hig ar roue a lavare,
War leinig ar groug pa bigne :

– Me ’glev ar ruioù o krenañ,
Gant heul va c’hoar o tont amañ !

Va c’hoar zo erru da’m gwelet,
En anv Doue ! gorto’et ! –    [gortozit !] 

Ar penn-archer ’neus respontet
D’ar floc’hig, p’en deus her klevet :

– Kent ha ma vezo erruet,
C’hwi a vezo bet dibennet. –

Itron Bodinio a-neuze*    [LV en ce moment-là même] 
Gant re Bariz a c’houlenne :

– Petra ’foul* zo ’touez ar wazed ;    [LV pourquoi cette multitude] 
Kement-mañ zo ’touez ar merc’hed ?

– Loeiz trizek, Loeiz an treitour
A laka dibenn ur floc’h paour. -

’Oa ket ar gêr peurlavaret
Evel m’he deus he breur gwelet ;

Gwelet he breur kaezh daoulinet,
E benn war ar c’hef-lazh soublet.

Hag hi ha douch*, en un hopañ :    [LV et de s’élancer au galop de son cheval] 
– Va breur ! va breur ! laoskit-eñ ’ta !

Laoskit-eñ ganin, archerien,
Me ’rey deoc’h kant skoed aour melen ;

Me ’rey deoc’h, evel un diner,
Daou c’hant mark arc’hant Landreger. –

Gant ar groug ’dal’ ma tegoue’as,
Penn he breur troc’het a goue’as,

Ken a strinkas gwad war e lenn*    [LV voile] 
Hag eñ ’ruilhas a-benn-da-benn*    [LV du haut jusqu’au bas]