Floc’h Loeiz trizek (2)

Genre
Poetry
Language
Breton
Source
Paris, Didier et Cie Libraires, 1867
Notice
The spelling has been modernized, but some forms (mutations, verbal particles...) has been kept.
Transcription
Sébastien Marineau
In the same work :

    II

Eñ ’lâre, dre doull an alc’hwez,
Da Benfeunteunioù, er c’houlz-se :

– Yannig, te va brasañ mignon,
Selaou un tammig ac’hanon :

Kae d’ar maner betek ma c’hoar,
Ha lavar de’i emaon war var*,    [LV en danger, cf. en arvar] 

War wir var da goll ma buhez,
Dre gemenn an aotroù ar roue :

Ma zeufe ma c’hoar bet’ ennon
Konfort a refe da’m c’halon. –

Penfeunteuniou ’dal’ m’e glevas,
Etrezek Kemper e redas ;

Kant lev ha tregont zo, war-dro,
Etre Pariz ha Bodinio ;

C’hoazh ’neus o graet ar paotr Kerne,
E div noz hanter hag un deiz.

Pa eas tre er sall Bodinio,
Oa gouloù enni tro-war-dro ;

An itron a oa o koanio
Gant tudjentil vras eus ar vro.

Hag en he dorn un hanaf mar*    [LV une coupe de madre] 
Leun a win ruz a wellañ barr.

– Floc’hig koant dimeus a Gerne,
Peseurt keloù zo ganout-te,

Pa ’maout ken glas hag an askol,
Ken diflak hag ur yourc’h war goll ?

– Ar c’heloù zo ganin, itron,
’Lakay ho taoulagad da ouelañ :

Ho preurig paour a zo war var,
Mar zo bet biskoazh war zouar ;

War wir va da goll e vuhez,
Dre gemenn an aotroù ar roue.

Ma yefec’h bet’ ennañ, itron,
C’hwi ’refe konfort d’e galon. –

Kement e oe bet strafuilhet
An itron gaezh, ouzh e glevet,

Kement e oe bet strafuilhet,
Ken e laoskas an hanafed* ;    [hanafad] 

Hag e strewas gwin war an doal*.    [daol] 
’Troù Doue ! houmañ arouez fall !

– Buan ! paotred ar marchosi !
Buan ! daouzek marc’h !  ha deomp de’i !

Pa grevfen unan e pep poz,
Me ’yelo da Pariz* fenoz ;    [sic] 

Pa grevfen unan e pep eur,
Fenoz ez in betek va breur. –