Floc’h Loeiz trizek (2)
- Introduction (extraits)
-
Chants mythologiques, héroïques, historiques et ballades
- Diougan Gwenc’hlan
- Aotroù Nann hag ar Gorrigan
- ar Bugel lec’hiet
- ar C’horred
- Liñvadenn Gêr-Is
- Gwin ar C’hallaoued
- Bale Arzhur
- Bosenn Elliant
- Merzhin en e gavell
- Merzhin divinour
- Merzhin barzh
- Distro Merzhin
- Lez-Breizh – ar C’himiad
- Lez-Breizh – an Distro
- Lez-Breizh – Marc’heg ar roue
- Lez-Breizh – Morian ar roue
- Lez-Breizh – ar Roue
- Lez-Breizh – al Lean
- Droug-kinnig Nomenoiou
- Alan al Louarn
- Bran
- ar Falc’hon
- Loeiza hag Abalard
- an Distro eus a Vro-Saoz
- Gwreg ar C’hroazour
- an Eostig
- ar Plac’h dimezet gant Satan
- ar Breur mager
- Kloareg Rohan
- an Tri manac’h ruz
- Janedig-Flamm
- Stourm an Tregont
- an Erminig
- Baron Jaouioz
- Filhorez an Aotroù Gwesklen
- Gwaz aotroù Gwesklen
- an Alarc’h
- Seizenn eured
- Azenorig c’hlas
- Paotred Plouie
- Seziz Gwengamp
- Ened Rosporden
- Jenovefa Rustefan
- Itron Varia Folgoad
- ar Re Unanet
- Fontanella
- Pennhêrez Keroulaz
- Floc’h Loeiz trizek
- Markiz Gwerann
- Maronad an aotroù Névet
- Marv Pontkallek
- Emgann Sant Kast
- Yannig Skolan – ar Gwall-daol
- Yannig Skolan – Truez an ene
- Pardon Sant Fiakr
- Kanaouenn al levier
- Bleunioù mae
- Chants de fêtes et chants d’amour
- Légendes et chants religieux
II
Eñ ’lâre, dre doull an alc’hwez,
Da Benfeunteunioù, er c’houlz-se :
– Yannig, te va brasañ mignon,
Selaou un tammig ac’hanon :
Kae d’ar maner betek ma c’hoar,
Ha lavar de’i emaon war var*, [LV en danger, cf. en arvar]
War wir var da goll ma buhez,
Dre gemenn an aotroù ar roue :
Ma zeufe ma c’hoar bet’ ennon
Konfort a refe da’m c’halon. –
Penfeunteuniou ’dal’ m’e glevas,
Etrezek Kemper e redas ;
Kant lev ha tregont zo, war-dro,
Etre Pariz ha Bodinio ;
C’hoazh ’neus o graet ar paotr Kerne,
E div noz hanter hag un deiz.
Pa eas tre er sall Bodinio,
Oa gouloù enni tro-war-dro ;
An itron a oa o koanio
Gant tudjentil vras eus ar vro.
Hag en he dorn un hanaf mar* [LV une coupe de madre]
Leun a win ruz a wellañ barr.
– Floc’hig koant dimeus a Gerne,
Peseurt keloù zo ganout-te,
Pa ’maout ken glas hag an askol,
Ken diflak hag ur yourc’h war goll ?
– Ar c’heloù zo ganin, itron,
’Lakay ho taoulagad da ouelañ :
Ho preurig paour a zo war var,
Mar zo bet biskoazh war zouar ;
War wir va da goll e vuhez,
Dre gemenn an aotroù ar roue.
Ma yefec’h bet’ ennañ, itron,
C’hwi ’refe konfort d’e galon. –
Kement e oe bet strafuilhet
An itron gaezh, ouzh e glevet,
Kement e oe bet strafuilhet,
Ken e laoskas an hanafed* ; [hanafad]
Hag e strewas gwin war an doal*. [daol]
’Troù Doue ! houmañ arouez fall !
– Buan ! paotred ar marchosi !
Buan ! daouzek marc’h ! ha deomp de’i !
Pa grevfen unan e pep poz,
Me ’yelo da Pariz* fenoz ; [sic]
Pa grevfen unan e pep eur,
Fenoz ez in betek va breur. –