Filhorez an Aotroù Gwesklen (1)

Genre
Poetry
Language
Breton
Source
Paris, Didier et Cie Libraires, 1867
Notice
The spelling has been modernized, but some forms (mutations, verbal particles...) has been kept.
Transcription
Sébastien Marineau
In the same work :

    I

An heol a bar, an deiz a darzh,
Glizh a luc’h war spern-gwenn ar c’harzh.

Garzh uhel Traoñgov* ar gêr vras,    [Trogov] 
E-lec’h zo Saozon o ren c’hoazh.

Glizh a luc’h war vleuñv ar spernenn ;
An heol, pa wel, a guzh e benn.

Glizh an neñv ned eo ket, avat :
Ned eo ken nemet glizh ar gwad ;

Gwad glan skuilhet gant Rogerson,
Gwashañ mab Saoz a zo en traoñ.