an Erminig

barzhaz breizh - an erminig (l'hermine)
Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Orin
Paris, Didier et Cie Libraires, 1867
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

An delioù ’zigor en derv
Kent evit digeriñ er fav ;
Bleiz a c’hed an tarv...
– Osa ! skes ! skes ! (bis) –
Bleiz a c’hed an tarv :
Deus dek mervel a ray nav.

Yann an tarv ha Gwilhaou ar bleiz
A zo daou gilhenn, war va feiz :
Laou en aod zo ’c’hedal,
– Osa ! skes ! skes ! (bis) –
Yannig o tont o neuñvial.

– Mar beviñ fresk eo a glaskit*,    [K glasket] 
Evit an deiz n’ho pezo ket :
’Met kerniel hir lemmet
– Osa ! skes ! skes ! (bis) –
D’ho tivou’ellañ, mar kirit*. –    [K keret]

Katellig fur, an erminig
A c’hoarzhe a-rez e zoullig :
– Sellit pegen soublik
– Osa ! skes ! skes ! (bis) –
’C’hoari Gwilhaou penn-toullik.

Gwilhaou penn-toullig a c’hoari,
Paourik ! war vegig kerniel kriz.
Me ’gave din oa gwell...
– Osa ! skes ! skes ! (bis) –
Gwell da sent ’vit e gerniel. –

Yann ’ya d’an traoñ, Yann ’ya d’an nec’h
– Ai ’ta ! dav, Gwilhaou, war e lerc’h !
Difrez ’vi evitañ.
– Osa ! skes ! skes ! (bis) –
Skuizh eo, kamm eo ; te zo skañv !

– Skuizhet a-walc’h emañ ganin ;
Bremaik e rezonin ! –
– Ao ! ao ! Yann-ar-Saoz, tec’h ! –
– Osa ! skes ! skes ! (bis) –
’Mañ an diaoul bras war da lerc’h ! –

Pradoù o deus-int tremenet,
Poaziñ ar geot i o deus graet ;
Parkoù ’deus-int treuzet,
– Osa ! skes ! skes ! (bis) –
Na c’hreunio na kerc’h na ed.

Na vroñso gwez el liorzhoù ;
Pikouz ar bleuñv, ’vel gant ar glav.
Me ’garfe, ’m gwirionez,
– Osa ! skes ! skes ! (bis) –
’N em dagfent ’n eil egile !