an Eostig
- Introduction (extraits)
-
Chants mythologiques, héroïques, historiques et ballades
- Diougan Gwenc’hlan
- Aotroù Nann hag ar Gorrigan
- ar Bugel lec’hiet
- ar C’horred
- Liñvadenn Gêr-Is
- Gwin ar C’hallaoued
- Bale Arzhur
- Bosenn Elliant
- Merzhin en e gavell
- Merzhin divinour
- Merzhin barzh
- Distro Merzhin
- Lez-Breizh – ar C’himiad
- Lez-Breizh – an Distro
- Lez-Breizh – Marc’heg ar roue
- Lez-Breizh – Morian ar roue
- Lez-Breizh – ar Roue
- Lez-Breizh – al Lean
- Droug-kinnig Nomenoiou
- Alan al Louarn
- Bran
- ar Falc’hon
- Loeiza hag Abalard
- an Distro eus a Vro-Saoz
- Gwreg ar C’hroazour
- an Eostig
- ar Plac’h dimezet gant Satan
- ar Breur mager
- Kloareg Rohan
- an Tri manac’h ruz
- Janedig-Flamm
- Stourm an Tregont
- an Erminig
- Baron Jaouioz
- Filhorez an Aotroù Gwesklen
- Gwaz aotroù Gwesklen
- an Alarc’h
- Seizenn eured
- Azenorig c’hlas
- Paotred Plouie
- Seziz Gwengamp
- Ened Rosporden
- Jenovefa Rustefan
- Itron Varia Folgoad
- ar Re Unanet
- Fontanella
- Pennhêrez Keroulaz
- Floc’h Loeiz trizek
- Markiz Gwerann
- Maronad an aotroù Névet
- Marv Pontkallek
- Emgann Sant Kast
- Yannig Skolan – ar Gwall-daol
- Yannig Skolan – Truez an ene
- Pardon Sant Fiakr
- Kanaouenn al levier
- Bleunioù mae
- Chants de fêtes et chants d’amour
- Légendes et chants religieux
Gwreg yaouank a Sant Malo, dec’h,
D’he frenestr a ouele, d’an nec’h :
– Siwazh ! siwazh ! me zo tizhet !
Va eostig paour a zo lazhet ! –
– Livirit din, va gwreg nevez,
Perak ’ta savit ken lies,
Ken lies diouzh va c’hostez-me,
E-kreiz an noz, diouzh ho kwele,
Diskabell-kaer ha diarc’hen,
Perak ’ta savit evel-henn ? –
– Mar savan, den ker, evel-se,
E-kreiz an noz, diouzh va gwele,
Da eo ganin, setu, gwelet
Al listri bras mont ha donet. –
– Ned eo ket, ’vat, evit ul lestr,
Az it ken lies d’ar prenestr ;
Ned eo ket evit al listri,
Nag evit daou nag evit tri ;
Ned eo ket evit o gwelet,
Kennebeut al loar, ar stered.
Va itron, din-me livirit,
Da berak bep noz e savit ! –
– Sevek a ran da vont da sell
Ouzh va bugel en e gavell. –
– Ned eo ket ken evit sellet,
Sellet ouzh ur bugel kousket ;
Ned eo ket gevier a fell d’e.
Da berak savit evel-se ? –
– Va denig kozh, ma na daerez,
Me ’lavaro ar wirionez :
Un eostig a glevan bep noz,
Er jardin war ur bodig roz ;
Un eostig bep noz a glevan ;
Ken gae e kan, ken dous e kan !
Ken dous e kan, ken kaer, ken flour*, [L flor]
Bep noz, bep noz, pa sioul ar mor ! –
An aotroù kozh ’dal m’he c’hlevas,
En e galon a brederias ;
An aotroù kozh ’dal m’he c’hlevas,
En e galon a lavaras :
– Pe mar ’mañ gwir, pe ma n’eo ket,
An eostig a vezo paket ! –
Antronoez beure, pa savas,
Da gaout ar jardinour ez eas.
– Jardinour mat, sentit ouzhin ;
Un dra zo a ra glac’har din :
Er c’harzh a zo un eostig-noz
Ne ra nemet kanañ en noz ;
’Hed an noz ne ra ’met kanañ,
Ken emañ ’on dihunet gantañ.
Mar ’mañ paket fenoz ganit,
Ur gwenneg aour a roin-me dit. –
Ar jardinour p’en deus klevet ;
Un ulmennig en deus stennet,
Hag an eostig en deus paket,
Ha d’e aotroù ’neus ker kaset.
Hag an aotroù, pa hen dalc’has,
A-walc’h e galon a c’hoarzhas,
Hag e vougas, hag e daolas,
War barlenn wenn an itron gaezh*. [L geas]
– Dalit, dalit, va gwreg yaouank ;
Setu amañ hoc’h eostig koant ;
Me ’meus her paket evidoc’h ;
’Michañs, va dous, e plijo deoc’h. –
He den yaouank ’dal ma klevas,
Gant glac’har vras a lavaras :
– Setu ma dous ha me tizhet ;
Ne c’hallfomp mui en em welet,
Da sklêrder loar, d’ar prenester*, [prenestr]
’Vel ma oamp boazet da obet. –