an Ifern

barzhaz breizh - an ifern
Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Orin
Paris, Didier et Cie Libraires, 1867
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

Diskennomp holl, Kristenien, en ifern da welet
Ar wanerezh estlammus eus an eneoù daonet
Pere zo dre wir Doue dalc’het e-barzh an tan,
O vezañ graet gwall zispign eus e c’hras er-bed-mañ.

An ifern zo un toull don leun a deñvalijenn
E-lec’h na weler morse bihanañ sklêrijenn,
An norioù zo bet serret ha prennet gant Doue,
Ha n’o digoro biken ; kollet eo an alc’hwez !

Ur forn c’horet er bed-mañ ned eo nemet moged,
E-keñver tan an ifern, tan eneoù daonet,
Gwell e ve deviñ enni ac’hann da fin ar bed
Eget bezañ en ifern e-pad un eur gwanet.

Yudal ’reont a-bouez-penn, evel chas kounnaret ;
Ne ouzont pelec’h tec’het, pep lec’h ez int laosket ;
An tan zo war o gorre, an tan zo dindano,
An tan zo a bep kostez hag o devo atô.

Ar mab a lamm gant e dad, hag ar verc’h gant he mamm,
D’o stlejañ, gant mil mallozh, dre o blev, ’kreiz ar flamm.
– Mallozh deoc’h, gwreg dianket, hag hoc’h eus hor ganet ;
Mallozh deoc’h, tad didalvez, kiriek ’oc’h ’omp daonet ! –

O magadurezh a vo da viken gant Satan
Kaezhour an dragoned, e-touez ar gwazhioù tan ;
Hag o evaj ho daeroù, hag a vezo mesket
Gant mil ha mil seurt viltañs ha gwad an touseged.

Ha kignet ’vo o c’hroc’hen, hag o c’hig difreuzet,
Gant beg an naered-wiber, ha gant dent an diaouled,
Hag en tan e vo ruilhet o c’hig hag o eskern,
Evit ma tevo krec’h forn vras eus an ifern.

Goude ma vezint laosket ur bountadig en tan,
E vint taolet en ul lenn leun a skorn gant Satan,
Ha deus al lenn ’barzh an tan adarre ’vint taolet
Ha deus an tan ’barzh an dour, ’vel al loc’h houarn go’eliet*.    [goveliet]

Neuze ’teuint da ouelañ, da ouelañ gant enkrez :
– Ho pet ouzhomp, ma Doue, ho pet ouzhomp truez ! –
Hogen en aner ’ouelint ; rak tra ’bado Doue
E pado o ankenioù hag o enkrez ivez.

Ken taer a vezo an tan o lesko en ifern,
Ma teuy ar mel da virvi, penn-da-benn d’o eskern,
Seul vui ’c’houlennint truez, seul vui e vint gwanet ;
Kaer o devezo yudal, lesket e vint bepred.

An tan-se a zo c’hwezhet dre vuanegezh Doue,
Ha n’hellfe ket hel lazhañ zoken pa her c’harfe ;
Biken na daolo moged, ha biken na devo,
Hep ehanañ d’o leskiñ biken n’o distrujo.