daskor - facebook  daskor - css

Daskor

D’ar seizhvet deiz warn-ugent dimeus a viz c’hwevrer
Eus ar bloaz mil pevar c’hant pevar ugent ha c’hwec’h,
En devezhioù meurlarjez, e kêr a Rosporden
A zo c’hoarv’et ur reuz bras. — Selaouit, kristenien ;

Tri den yaouank dirollet ’oa en ostaliri ;
Ha gant gwin ’leizh ar podoù oa o gwad o virvi.
O vezañ evet a-walc’h hag o c’horfoù karget :
– Gwiskomp-ni krec’hen loened ha deomp-ni da redek ! –

An trede paotr anezho, ar paotr an disterañ,
O welet e vignoned o pellaat dioutañ,
A yeas raktal d’ar garnel, e benn en deus laket,
E benn ’barzh ur penn-marv ; euzhus oa da welet !

E toulloù an daoulagad e lakaas div c’houloù ;
Hag e lamme ’vel un diaoul, e-kreiz tre ar ruioù.
Ar vugale a dec’he en ur spont bras razañ,
Hag an dud reizh o-unan, a rede dirazañ.

Ober a rejont o zro hep dont da’n em gaouet,
En ur c’horn eus ar gêr-se pa oant o zri degou’et.
Neuze youal !  ha lammat ! ha godisal o zri :
– Aotroù Doue, pelec’h ’out ? Deus ganeomp da c’hoari. –

Doue skuizh ouzh o gwelet a skoas un taol pounner,
Ken a roas ur grenadenn d’an holl dier e kêr ;
Koventiñ* ’reas ’n o c’halon an holl vourc’hizien,    [se recueillirent selon LV]
Ken na gredjont ’oa erru diwezh eus ar bed-mañ*.    [men] 

Distreiñ ’reas an disterañ, a-raok mont da gousket,
Da zegas ar penn-marv en-dro ’barzh ar vered ;
Hag eñ da vont d’e bediñ, ’n un dreiñ e gein dezhañ :
– Deus da’m zi ’ta, penn-marv, deus warc’hoazh da goaniañ. –

Neuze d’e di da gemer e baouez ez eas,
E sailhas ’barzh e wele, ’hed an noz e kouskas.
Tronoz vintin pa savas, eñ mont da labourat,
Hep koun ’bet mui d’an derc’hent kennebeut d’an ebat.

Eñ mont da grog en e forc’h, eñ mont da labourat,
O kanañ war-bouez e benn, o kanañ disoñj vat.
Hogen, pa oa ’n dud ouzh taol, war-dro an noz-digor,
E klevjont unan bennak a skoe war an nor.

Ar mevel a savas prim evit digor dezhañ,
Kement e oe estlammet, ma teuas da gouezhañ,
Ha daou zen all a lammas raktal ’vel e sevel,
Kement e oent strafuilhet ha ma oe ret mervel.

Kerzhañ ’rae an Anaon ’kreiz an ti ez dale :
– Setu me deut da goaniañ, da goaniañ genout-te*.    [ganit-te] 
Deomp-ni ’ta, ma mignon kaezh, n’eo ket pell ac’hane,
Deomp-ni hon daou da’m zaol-me a zo savet em bez. –

Ne oa ket e c’her gantañ, siwazh, peurachuet,
Pa yudas an den yaouank, en ur spont garv-meurbet ;
Ne oa ket e gomz gantañ, e gomz peurlavaret,
Pa gouezhas krenn war e benn ar paourkaezh diframmet.