Emgann Sant Kast (2)

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Orin
Paris, Didier et Cie Libraires, 1867
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

    II

Paotred Breizh-Izel a gane,
O tont war an dachenn, neuze :
« Neb en deus goune’et teir gwech,
A c’houne’o n’eus forzh pet gwech !

« E Kamared, en amzer-hon*    [henn] 
E oa diskennet ar Saozon ;
Bragal a raent, war ar mor,
Gant o gouelioù gwenn-kann digor ;

« Gant tennoù ’kouezhjont war an aod,
Evel ma vijent kudonod ;
Deus pevar mil e oant eno,
Na zistroas hini d’e vro.

« E Gwidel e oent diskennet,
E Gwidel e douar Gwened ;
E Gwidel ’int bet douaret,
Evel ma oent e Kamared.

« E Bro-Leon, rak Enez-c’hlas,
Gwechall, e oent diskennet c’hoazh ;
Kement a wad ’devoant laosket
Ken a oa ar mor glas ru’iet.

« N’eus, e Breizh, na bodenn, na bern
E-lec’h na gaver o eskern ;
Kon ha brini ouzh o sachat,
Glav hag avel ouzh o c’hannat. »

Archerien Bro-Saoz pa glevjont,
Gant estlamm arsav a rejont ;
Ken kaer an ton hag ar c’homzaoù*,    [c’homzoù] 
Ken e oant bamet o selaou.

– Archerien Bro-Saoz, leveret*,    [lavarit] 
Skuizh ’oc’h eta, pa ehanet ?    [ehanit] 
– Ned omp ket skuizh, pa ehanomp,
Koulz ha re-hont, Bretoned ’omp ! –

’Oa ket o c’homz peurlavaret :
– Gwerzhet ’omp ! tec’homp kuit, paotred ! –
Hag ar Saozon prim d’o listri ;
Hogen na dec’has nemet tri.